Pa oa c’hoas o komz, eur goabren lugernuz a c’holoaz anezhe; hag eur vouez, o tond er meaz euz ar goabren a lavaraz: He‐man eo va Mab muia‐karet, e pehini eman va holl joa; selaouit anezhan.
Hag an eal a respontaz dezhi: Ar Spered‐Santel a zeui varnoud, ha nerz an Holl‐C’halloudec a c’holoio ac’hanoud gant he skeud; dre‐ze ar bugel santel a vezo ganet ac’hanoud, a vezo galvet Mab Doue.
Hag ar Ger a zo bet great kig, hag hen deuz great he zemeurans en hon touez, leun a c’hras hag a wirionez, ha gwelet hon euz he c’hloar, eur gloar henvel ouz hini ar Mab unic euz an Tad.
Rag Doue hen deuz karet kement ar bed, ma hen deuz roet he Vab unic, evit na vezo ket kollet piou‐benag a gred enhan, mes ma hen devezo ar vuez eternel.
Rag ar pez a oa impossubl d’al lezen, abalamour ma oa rentet di‐c’halloud dre ar c’hig, Doue hen deuz hen great: o tigas he Vab he‐unan en eur c’hig henvel ouz hini ar pec’hed; hag evit ar pec’hed, hen deuz condaonet ar pec’hed er c’hig;
Hen, pehini n’hen deuz ket espernet he Vab he‐unan, mes hen deuz livret anezhan evidomp‐ni holl, penaos na roi‐hen ket ive deomp pep tra assambles ganthan?