Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 14:33 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

33 Ar re a oa er vag a zeuas hag a azeulas anezhañ, o lavarout: Te eo evit gwir Mab Doue.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

33 Neuze ar re a oa er vag a dostaaz, hag a adoraz anezhan, o lavaret: E gwirionez, te eo Mab Doue.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

33 Hag er ré oé ér vâg‐zé, e dostas dehou hag en adoras én ul laret: Hui e zou é guirioné Mab Doué.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 14:33
27 Referencias Cruzadas  

Embann a rin an dekred: An AOTROU en deus lavaret din: Te eo va Mab, hiziv em eus da c'hanet.


Respont a reas o lavarout: Setu, e welan pevar den diere o kerzhout e-kreiz an tan, hep poan ebet dezho. Ha doare ar pevare a zo heñvel ouzh ur mab doue.


Hag e pignjont er vag hag an avel a baouezas.


Met hi a zeuas hag en em stouas dirazañ, o lavarout: Aotrou, sikour ac’hanon!


Simon-Pêr a respontas: Te eo ar C’hrist, Mab an Doue bev.


Komz a rae c’hoazh, pa zeuas ur goabrenn lugernus d’o goleiñ. Ha setu, ur vouezh a zeuas eus ar goabrenn o lavarout: Hemañ eo va Mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez. Selaouit eñ!


O vezañ aet en ti, e kavjont ar bugel bihan gant Mari e vamm hag, oc’h en em stouiñ d’an douar, ec’h azeuljont anezhañ. Ha goude bezañ digoret o zeñzorioù, e kinnigjont dezhañ profoù: aour, ezañs ha mir.


Met Jezuz a davas. Ar beleg-meur a lavaras dezhañ: Da bediñ a ran sart en anv an Doue bev da lavarout deomp mar d-out ar C’hrist, Mab Doue.


En em fiziout a rae e Doue, ra zieubo Doue anezhañ bremañ mar kar anezhañ, rak lavaret en deus: Me eo Mab Doue.


Neuze ar c’hantener hag ar re a oa gantañ da ziwall Jezuz, o welout ar c’hren-douar ha kement a oa c’hoarvezet, a voe spontet bras hag a lavaras: E gwirionez, hemañ a oa Mab Doue.


Pa en gweljont, ec’h azeuljont anezhañ. Met darn a zouetas.


Hag evel ma’z aent da gemenn kement-se d’e ziskibien, setu, Jezuz a zeuas a-ziarbenn dezho hag a lavaras: Salud deoc’h. Hag int, o tostaat, a bokas d’e dreid hag a azeuljont anezhañ.


An tempter, o vezañ tostaet outañ, a lavaras dezhañ: Mar d-out Mab Doue, gourc’hemenn d’ar mein-se dont da vezañ bara.


Penn-kentañ Aviel Jezuz-Krist, Mab Doue.


Met e tavas ha ne respontas netra. Ar beleg-meur a reas c’hoazh outañ ar goulenn-mañ: Bez’ out-te ar C’hrist, Mab an Hini a zo benniget?


Ar c’hantener a oa dirazañ, o welout e oa marvet en ur grial evel-se, a lavaras: Hemañ, evit gwir, a oa Mab Doue.


Int, goude bezañ e azeulet, a zistroas da Jeruzalem gant levenez vras,


An diaouled ivez a yae er-maez eus kalz a dud, o krial hag o lavarout: Te eo ar C’hrist, Mab Doue. Met eñ o gourdrouzas ha ne lezas ket anezho da gomz, dre ma ouient e oa ar C’hrist.


Pa welas Jezuz, e krias hag, ouzh en em deurel d’e dreid, e lavaras a vouezh uhel: Petra a zo etre me ha te, Jezuz, Mab an Doue Uhel-Meurbet? Me az ped, na boagn ket ac’hanon.


Natanael a respontas dezhañ: Mestr, te eo Mab Doue, te eo roue Israel.


Hi a lavaras dezhañ: Ya Aotrou, me a gred ez out ar C’hrist, Mab Doue a dlee dont er bed.


Jezuz a gomzas evel-se, ha neuze, o sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e lavaras: Tad, an eur a zo deuet. Ro gloar da’z Mab, evit ma roio gloar da Vab dit,


Ar Yuzevien a respontas dezhañ: Ul lezenn hon eus, hag hervez hol lezenn e tle mervel, rak eo en em c’hraet Mab Doue.


ha ni hon eus kredet hag hon eus anavezet ez out ar C’hrist, Mab an Doue bev.


Evel ma’z aent dre an hent, ec’h errujont e-lec’h ma oa dour, hag an eunuk a lavaras: Setu dour, petra a vir na vefen badezet?


disklêriet Mab Doue gant galloud hervez ar Spered a santelezh dre e adsavidigezh a-douez ar re varv, Jezuz-Krist hon Aotrou,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos