N’en em veñji ket ha ne zalc’hi ket kaz ouzh mibien da bobl. Karout a ri da nesañ eveldout da-unan. Me eo an AOTROU.
Sant Lucas 10:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Eñ a respontas: Karout a ri an Aotrou da Zoue, eus da holl galon, eus da holl ene, eus da holl nerzh, eus da holl soñj, ha da nesañ eveldout da-unan. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) He‐man a respontaz: Karoud a ri an Aotrou da Zoue euz da holl galon, euz da holl ene, euz da holl nerz hag euz da holl spered; ha da nessa evel‐d’oud da‐unan. |
N’en em veñji ket ha ne zalc’hi ket kaz ouzh mibien da bobl. Karout a ri da nesañ eveldout da-unan. Me eo an AOTROU.
Rak: Ne ri ket avoultriezh, ne vi ket muntrer, ne laeri ket, ne zougi ket a fals-testeni, ne zroukc’hoantai ket, ha pep gourc’hemenn all, kement-se holl a zo dalc’het er ger-mañ: Karout a ri da nesañ eveldout da-unan.
Breudeur, galvet oc’h bet d’ar frankiz, koulskoude na gemerit ket digarez eus ar frankiz-se evit bevañ hervez ar c’hig, met bezit dre garantez servijer an eil d’egile.
Bremañ eta, Israel, petra a c'houlenn diganit an AOTROU da Zoue, nemet doujañ an AOTROU da Zoue, kerzhout en e holl hentoù, karout anezhañ, servijañ an AOTROU da Zoue eus da holl galon hag eus da holl ene,
An AOTROU da Zoue a amdroc'ho da galon ha kalon da lignez, hag e kari an AOTROU da Zoue eus da holl galon hag eus da holl ene, evit ma vevi.
Met setu an emglev a rin gant ti Israel: Goude an deizioù-se, eme an Aotrou, e lakain va lezennoù en o soñjoù hag e skrivin anezho war o c’halonoù, me a vo o Doue hag int a vo va fobl.
Mar peurc’hrit al lezenn roueel hervez ar Skritur: Karout a ri da nesañ eveldout da-unan, e rit mat,
Va bugale vihan, na garomp ket gant komzoù ha gant an teod, met en oberoù hag e gwirionez.