Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




S. Jakes 2:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Mar peurc’hrit al lezenn roueel hervez ar Skritur: Karout a ri da nesañ eveldout da-unan, e rit mat,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

8 Ma c’haccomplissit al lezen royal, hervez ar Scritur: Karoud a ri da nessa evel‐d’oud da‐unan, e rit mad;

Ver Capítulo Copiar




S. Jakes 2:8
23 Referencias Cruzadas  

Met an AOTROU a lavaras da Zavid va zad: Pa ec'h eus bet c'hoant da sevel un ti da'm anv, ec'h eus graet mat kaout ar mennozh-se.


Neuze e lavarjont an eil d'egile: Ne reomp ket brav. An deiz-mañ a zo un deiz a geloù mat, hag e chomomp dilavar! Mar gortozomp betek ma vo deuet an deiz, an direizhder hon tapo. Deuit bremañ, deomp da zisklêriañ ar c'heloù-se da di ar roue.


N’en em veñji ket ha ne zalc’hi ket kaz ouzh mibien da bobl. Karout a ri da nesañ eveldout da-unan. Me eo an AOTROU.


An diavaeziad a zo o chom en ho touez a vo evel un henvroad, hag e karot anezhañ rak diavaezidi oc’h bet e bro Ejipt. Me eo an AOTROU ho Toue.


An AOTROU a lavaras dezhañ: Hag e rez mat o fuloriñ?


Ha Doue a lavaras da Jonaz: Hag e rez mat o fuloriñ abalamour d'ar risin? Hag e respontas: Ober a ran mat o fuloriñ betek ar marv.


Ha setu an eil a zo heñvel outañ: Karout a ri da nesañ eveldout da-unan.


E vestr a lavaras dezhañ: Mat eo, servijer mat ha feal. Dre ma’z out bet feal war nebeut a dra, da lakaat a rin war galz. Kae e-barzh levenez da aotrou.


E vestr a lavaras dezhañ: Mat eo, servijer mat ha feal. Dre ma’z out bet feal war nebeut a dra, da lakaat a rin war galz. Kae e-barzh levenez da aotrou.


Kement tra a fell deoc’h e rafe an dud deoc’h, grit eta anezhañ dezho, rak-se eo al lezenn hag ar brofeded.


Ar garantez ne ra ket droug d’an nesañ, ar garantez eo eta leunder al lezenn.


Rak al lezenn a-bezh a zo peurc’hraet en ur ger hepken, en hemañ: Karout a ri da nesañ eveldout da-unan.


Dougit bec’hioù an eil egile hag e peurc’hrot evel-se lezenn Krist.


Koulskoude mat hoc’h eus graet o kemer lod em glac’har.


E keñver ar garantez etre breudeur, n’hoc’h eus ket ezhomm e vefe skrivet deoc’h, rak hoc’h-unan hoc’h eus desket digant Doue karout an eil egile,


Met an hini en devo sellet ouzh al lezenn beurvat, lezenn ar frankiz, hag en devo kendalc’het hep bezañ ur selaouer ankounac’haus met o vezañ un oberour eus al labour, hennezh a vo benniget er pezh en devo graet.


Evel-se, komzit ha grit evel tud hag a dle bezañ barnet dre lezenn ar frankiz,


Krediñ a rez ez eus un Doue hepken, mat a rez. An diaouled a gred ivez kement-se hag e krenont.


Breudeur, na zroukkomzit ket en eil diwar-benn egile. An hini a zroukkomz diwar-benn ur breur pe a varn e vreur, a zroukkomz diwar-benn al lezenn hag a varn al lezenn. Ha mar barnez al lezenn, n’out ket un oberour eus al lezenn met ur barner.


Met c’hwi a zo ur ouenn dibabet, ur velegiezh roueel, ur vroad santel, ur bobl bet prenet, evit embann vertuzioù an hini en deus ho kalvet eus an deñvalijenn d’e sklêrijenn vurzhudus,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos