Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




S. Jakes 2:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Ha ne vallozhont ket an anv kaer a zo bet galvet warnoc’h?

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

7 Ha n’e ket int eo a wall‐gomz an hano kaer a zo bet galvet varnoc’h?

Ver Capítulo Copiar




S. Jakes 2:7
23 Referencias Cruzadas  

Kaset en deus an dasprenadur d'e bobl, diazezet en deus e emglev da viken. E anv a zo santel ha spontus.


Da frondoù o deus ur c'hwezh flour, da anv a zo evel ur frond skuilhet, setu perak o deus da garet ar merc'hed yaouank.


ar re holl a zo anvet dre va anv, ar re am eus krouet evit va gloar, ar re am eus stummet ha graet.


Lezel a reot hoc'h anv da'm re zibabet evit mallozhiñ, hag an Aotrou AOTROU a lakaio ac'hanout d'ar marv, hag e c'halvo e servijerien dre un anv all.


Setu perak an AOTROU e-unan a roio deoc'h ur sin: Setu, ar werc'hez a vo brazez hag a c'hano ur mab, a vo anvet Emmanuel.


En deizioù-se e vo salvet Juda, hag Israel a vo o chom e surentez, ha setu an anv ma vo galvet: An AOTROU hor reizhder.


Setu, ar werc’hez a vo brazez hag a c’hano ur mab a vo galvet Emanuel, da lavarout eo: Doue ganeomp.


Met ar farizianed, pa glevjont kement-se, a lavaras: Hennezh ne gas kuit an diaouled nemet dre Veelzebul, priñs an diaouled.


hag a lavarjont dezhañ: Aotrou, deuet eo da soñj deomp penaos an trompler-se a lavaras pa oa bev: A-benn tri devezh ec’h adsavin a varv.


hag, o vezañ e gavet, e tegasas anezhañ da Antioch. E-pad ur bloavezh leun, en em zastumjont gant an Iliz hag e kelennjont ur bobl vras. En Antioch eo e voe roet, evit ar wech kentañ, an anv a Gristenien d’an diskibien.


evit ma vo klasket an Aotrou gant an nemorant eus an dud ha gant an holl vroadoù ma’z eo galvet va anv warno, eme an Aotrou en deus graet an holl draoù-mañ.


Ouzh o c’hastizañ alies en holl sinagogennoù, em eus lakaet anezho da vallozhiñ. Leuniet gant ur gounnar vras a-enep dezho, em eus heskinet anezho betek er c’hêrioù estren.


N’eus silvidigezh en hini all ebet, rak n’eus dindan an neñv anv all ebet a vefe bet roet e-touez an dud, a dlefemp bezañ salvet drezañ.


a denn pep familh en neñvoù ha war an douar hec’h anv dioutañ,


me hag a oa diagent ur mallozher, un heskiner, un den taer. Met kavet em eus trugarez dre ma raen kement-se dre ziouiziegezh, o vezañ en diskredoni,


Met mar gouzañv unan bennak evel kristen, ra n’en devo ket mezh ha ra roio gloar da Zoue e kement-se.


Gwisket eo gant ur vantell livet gant gwad. E anv a zo Ger Doue.


War e vantell ha war e vorzhed e toug un anv skrivet: ROUE AR ROUANED, HAG AOTROU AN AOTROUNEZ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos