Elia a dostaas ouzh an holl bobl hag a lavaras: Betek pegeit e kammot eus an daou du? Mard eo an AOTROU a zo Doue, kit war e lerc'h; met mard eo Baal, kit war e lerc'h. Hag ar bobl ne respontas ket ur ger.
Te hepken eo an AOTROU! Graet ec'h eus an neñvoù, neñv an neñvoù hag o holl arme, an douar ha kement a zo warnañ, ar morioù ha kement a zo enno. Reiñ a rez buhez d'an holl draoù-se, hag arme an neñvoù a stou dirazout.
N'ho pet ket aon ha na vezit ket spontet. Ha ne'm eus ket e roet da anavezout dit ha kemennet abaoe pell 'zo? C'hwi a zo va zestoù: Hag-eñ ez eus un doue estregedon? N'eus ket ur roc'h all, n'anavezan ket unan all.