Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Yann 3:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 Va bugale vihan, na garomp ket gant komzoù ha gant an teod, met en oberoù hag e gwirionez.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

18 Va bugaligou, diwallomp da garet dre gomz, ha divar beg hon teod, mes karomp dre hon oberou, hag en gwirionez.

Ver Capítulo Copiar




1 Yann 3:18
18 Referencias Cruzadas  

Hag e lavaras: Setu ul lec'h tost din; en em zerc'hel a ri war ar roc'h


Hag e teuont da'z kavout a-vostad, va fobl a azez dirazout, hag e selaouont da gomzoù. Met ne reont ket hervezo, o c'hontañ a reont en o genoù, met o c'halon a ya war-lerc'h o gwallc'hoantoù.


rak karout a ra hor broad, eñ eo en deus savet deomp hor sinagogenn.


hag en em santelaan va-unan evito, evit ma vint ivez santelaet er wirionez.


Ra vo ar garantez hep pilpouzerezh. Kasait an droug hag en em stagit start ouzh ar mad.


Breudeur, galvet oc’h bet d’ar frankiz, koulskoude na gemerit ket digarez eus ar frankiz-se evit bevañ hervez ar c’hig, met bezit dre garantez servijer an eil d’egile.


met, o lavarout ar wirionez er garantez, ma kreskimp en holl draoù en hini a zo ar penn, Krist.


o kaout soñj bepred, dirak Doue hon Tad, eus oberenn ho feiz, eus labour ho karantez hag eus started hoc’h esperañs en hon Aotrou Jezuz-Krist.


O vezañ sentet ouzh ar wirionez dre ar Spered, hoc’h eus glanaet hoc’h eneoù evit kaout ur garantez a vreur didroidell. En em garit gant dalc’h an eil egile gant ur galon c’hlan,


Va bugale vihan, skrivañ a ran an traoù-mañ deoc’h evit na bec’hot ket. Ha mar en deus unan bennak ac’hanoc’h pec’het, hon eus un alvokad e-kichen an Tad, Jezuz-Krist ar reizh.


Bugale vihan, ra ne douello den ac’hanoc’h. An hini a ra ar reizhder a zo reizh evel ma’z eo e-unan reizh.


An henaour, d’an Itron dibabet ha d’he bugale, a garan er wirionez, ha nann me va-unan met ar re holl o deus anavezet ar wirionez,


An henaour, da C’haiuz ar c’haret-mat, a garan er wirionez.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos