Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Yann 3:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 Mar en deus unan bennak madoù ar bed-mañ hag, o welout e vreur en ezhomm, e serr outañ e galon, penaos e chomfe karantez Doue ennañ?

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

17 Hogen, an hini hen defe madou ar bed‐man, hag o velet he vreur o kaoud ezom, a zerfe he galon outhan, penaos e choumfe karantez Doue enhan?

Ver Capítulo Copiar




1 Yann 3:17
17 Referencias Cruzadas  

An den reizh a gemer preder gant ene e loen, met trugarez ar re zrouk a zo kriz.


An hini a heskin ar paour a zismegañs e grouer, met an hini a enor anezhañ en deus truez ouzh an ezhommeg.


An hini en deus truez ouzh ar paour a brest d'an AOTROU, hag eñ a rento dezhañ e vadober.


An hini a serr e zivskouarn ouzh kriadenn an ezhommeg, a grio ivez e-unan ha ne vo ket klevet.


Mar distro unan bennak e skouarn evit na selaouo ket al lezenn, e bedenn zoken a zo un euzhusted.


Eñ a respontas dezho: An neb en deus daou gwiskamant ra roio unan d’an hini n’en deus ket, hag an neb en deus boued ra zeuio d’ober an hevelep tra.


Rak anavezout a rit gras an Aotrou Jezuz-Krist, hag eñ pinvidik, a zo en em c’hraet paour evidoc’h, evit ma vefec’h rentet pinvidik dre e baourentez.


Ha n’ankounac’hait ober vad ha reiñ lod eus ho madoù, rak Doue a gemer plijadur en un hevelep aberzh.


Ma’z emañ ur breur pe ur c’hoar en noazh, ha ma vank dezho ar boued pemdeziek,


ha mar lavar unan bennak ac’hanoc’h dezho: It e peoc’h, en em dommit ha debrit ho kwalc’h, ha ma ne rofec’h ket dezho ar pezh o deus ezhomm evit ar c’horf, da betra e servije kement-se?


Mar lavar unan bennak: Me a gar Doue, hag e kasa e vreur, ur gaouiad eo. Rak an hini na gar ket e vreur a wel, penaos e c’hellfe karout Doue na wel ket?


Piv bennak a gred ez eo Jezuz ar C’hrist a zo ganet a Zoue, ha piv bennak a gar an hini en deus e c’hanet, a gar ivez an hini a zo ganet anezhañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos