O tistreiñ, e welas anezho hag o milligas en anv an AOTROU. Neuze div arzhez a zeuas eus ar c'hoad hag a ziframmas daou-ugent eus ar vugale-se.
Leviegezh 26:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned me a lakaio peoc’h er vro hag e kouskot hep bezañ spouronet, kas a rin kuit al loened fall eus ar vro hag ar c’hleze ne dremeno ket en ho pro; |
O tistreiñ, e welas anezho hag o milligas en anv an AOTROU. Neuze div arzhez a zeuas eus ar c'hoad hag a ziframmas daou-ugent eus ar vugale-se.
Setu, ur mab a vo ganet dit, hag e vo un den a beoc'h, hag e roin dezhañ diskuizh dirak e holl enebourien tro-dro, rak e anv a vo Salomon, hag e roin ar peoc'h hag ar sioulded da Israel e vuhez-pad.
Ra vo hon ejened bec'hiet gant lard! Ra ne vo na toull na harz na klemm en hor straedoù!
Lakaet ec'h eus em c'halon muioc'h a levenez eget n'o deus pa vez fonnus o gwinizh hag o gwin.
N'o c'hasin ket kuit dirazout en ur bloaz gant aon na zeufe ar vro ur gouelec'h ha ma teufe al loened gouez d'en em greskiñ a-enep dit.
Pa gerzhi, e renint ac'hanout; pa c'hourvezi, ez tiwallint; pa zihuni, e komzint ouzhit.
Eno e vo un hent, ur wenodenn, a vo anvet hent ar santelezh, na dremeno ket drezañ an hini dic'hlan. Bez' e vo evito o-unan, hag ar re a gerzho en hent-se, zoken ar re ziskiant, n'en em ziankint ket.
Eno ne vo leon ebet, loen gouez ebet ne dremeno drezañ, n'en em gavint ket ennañ, met an dasprenidi a gerzho ennañ.
Me a stumm ar sklêrijenn, me a grou an deñvalijenn, me a ra an eurvad, me a grou ar gwalleur, me an AOTROU a ra kement-se.
Te eta, va servijer Jakob, na'z pez ket aon, eme an AOTROU, na spont ket, Israel! Rak setu, e tieubin ac'hanout eus an douar pell, ha da lignez eus bro an harlu. Hag e tistroio Jakob, hag e vo sioul hag e peoc'h, ha ne vo den da spontañ anezhañ.
Ma lakafen loened noazus da dremen er vro, evit he gwastañ betek ma vefe ur gouelec'h, ul lec'h na dremenfe den ken en abeg d'al loened-se,
Pe ma kasfen ar c'hleze war ar vro-se ha ma lavarfen: Ra dremeno ar c'hleze dre ar vro, evit lemel diouti tud ha loened,
Rak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Petra bennak ma kasan va fevar barn drouk a-enep Jeruzalem, ar c'hleze, an naonegezh, al loened noazus hag ar vosenn, evit lemel diouti tud ha loened,
Hag e rin ganto un emglev a beoc'h, hag e kasin kuit al loened gwez eus ar vro, hag e vint o chom e surentez er gouelec'h, hag e kouskint er c'hoadegi.
Gwez ar parkeier a roio o frouezh, an douar a roio e drevad, hag int a vo e surentez en o bro, hag e ouezint ez on me an AOTROU, pa em bo torret koad o yev hag o dieubet eus dorn ar re a sklavelae anezho.
Kas a rin a-enep deoc'h an naonegezh hag al loened fall, a lamo diganit da vugale. Ar vosenn hag ar gwad a dremeno dre da zouez, hag e lakain ar c'hleze da zont warnout. Me an AOTROU am eus komzet.
En deiz-se e rin evito un emglev gant loened ar parkeier, gant laboused an neñvoù, ha gant stlejviled an douar. Hag e torrin hag e lamin ar wareg, ar c'hleze, ar brezel diwar ar vro, hag e lakain anezho e surentez.
Ober a reot hervez va reolennoù, mirout a reot va barnedigezhioù hag e reot hervezo, hag e chomot e surentez er vro.
kas a rin a-enep deoc’h al loened gouez a skrapo ho pugale, a zistrujo ho chatal, a nebeutaio ac’hanoc’h, hag e vo didud ho hentoù.
Hag e kasin warnoc’h ar c’hleze a veñjo va emglev; pa en em zastumot en ho kêrioù, e kasin ar vosenn en ho touez hag e viot roet etre daouarn an enebour.
Pep hini a azezo dindan e winienn ha dindan e fiezenn, ha den ebet ne spourono anezho, rak komzet en deus genoù AOTROU an armeoù.
Nemorant Israel ne raio ket a zireizhder, ne lavarint ket a c'hevier, n'en em gavo ket en o genoù un teod touellus, met peuriñ a raint hag e tiskuizhint, ha ne vo den da spontañ anezho.
Gloar an ti diwezhañ-mañ a vo brasoc'h eget hini ar c'hentañ, eme AOTROU an armeoù. Hag e lakain ar peoc'h el lec'h-mañ, eme AOTROU an armeoù.
Hag e tilamin ar c'hirri eus Efraim hag ar c'hezeg eus Jeruzalem, ha gwareg an emgann a vo lamet kuit. Komz a raio diwar-benn ar peoc'h ouzh ar broadoù, ren a raio eus ur mor d'egile, hag eus ar stêr da bennoù pellañ an douar.
Lezel a ran ganeoc’h ar peoc’h, reiñ a ran deoc’h va feoc’h. Ne roan ket deoc’h evel ma ro ar bed. Na lezit ket ho kalon da vezañ trubuilhet pe spontet.
En nozvezh a-raok an deiz ma tlee Herodez e lakaat da vezañ kaset er-maez, Pêr a gouske etre daou soudard, ereet gant div chadenn. Gwarded a oa dirak an nor evit diwall ar prizon.
O vezañ eta reishaet dre ar feiz, hon eus ar peoc’h gant Doue dre hon Aotrou Jezuz-Krist,