Holl zeñved Kedar a vo dastumet etrezek ennout, tourzed Nebajod a vo evit da servij, pignat a raint war va aoter evel ur c'hinnig plijus din, hag e roin klod da di va gloar.
Rak evel-henn e komz an AOTROU: Mont a ran da lakaat ar peoc'h da ruilhañ etrezek enni evel ur stêr, ha gloar ar broadoù evel ur froud o tic'hlannañ. Hag e viot bronnet, douget war an divrec'h ha kañjolet war an daoulin.
Eñ eo hag a vo ar peoc'h. Pa zeuio an Asiriad en hor bro, ha pa lakaio e dreid en hor palezioù, ni a lakaio da sevel en e enep seizh pastor hag eizh priñs eus ar bobl.
Piv a chom en ho touez eus ar re o deus gwelet an ti-mañ en e c'hloar kentañ? Ha penaos e welit anezhañ bremañ? Evel ma'z emañ, ha n'eo ket evel netra dirak ho taoulagad?
Ar Ger a zo bet graet kig hag en deus chomet en hon touez, leun a c’hras hag a wirionez, ha gwelet hon eus e c’hloar, ur gloar evel hini ar Mab nemetañ deuet eus an Tad.
Lezel a ran ganeoc’h ar peoc’h, reiñ a ran deoc’h va feoc’h. Ne roan ket deoc’h evel ma ro ar bed. Na lezit ket ho kalon da vezañ trubuilhet pe spontet.
Hep arvar bras eo mister an doujañs-Doue: Doue a zo en em ziskouezet er c’hig, reishaet dre ar Spered, gwelet gant an aeled, prezeget e-touez ar broadoù, kredet er bed, savet er gloar.