Ra vo hor c'havioù leuniet, o kinnig pep seurt traoù! Ra gresko hon deñved dre vilieroù ha dre zek milieroù en hor parkeier!
Leviegezh 26:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned dornerezh ar greun a bado ganeoc’h betek ar vendem, hag ar vendem betek an here; debriñ a reot bara d’ho kwalc’h hag e chomot e surentez en ho pro; |
Ra vo hor c'havioù leuniet, o kinnig pep seurt traoù! Ra gresko hon deñved dre vilieroù ha dre zek milieroù en hor parkeier!
Moizez a lavaras: Pa roio an AOTROU deoc'h fenoz kig da zebriñ ha da veure bara ho kwalc'h, eo en deus klevet an AOTROU ar grozmoloù hoc'h eus graet a-enep dezhañ. Rak petra omp-ni? Ho krozmoloù n'emaint ket a-enep deomp, met a-enep an AOTROU .
Met an hini a selaou ouzhin a vo o chom e surentez, hag a vo seder hep bezañ spontet gant droug ebet.
Kas a raio glav war da had az po hadet ez touar, hag ar bara a roio da zouar a vo mat ha fonnus. En deiz-se e peuro da loened e pradoù bras.
En deizioù-se e vo salvet Juda, hag Israel a vo o chom e surentez, ha setu an anv ma vo galvet: An AOTROU hor reizhder.
En deiz-se e rin evito un emglev gant loened ar parkeier, gant laboused an neñvoù, ha gant stlejviled an douar. Hag e torrin hag e lamin ar wareg, ar c'hleze, ar brezel diwar ar vro, hag e lakain anezho e surentez.
Hag an AOTROU a responto hag a lavaro d'e bobl: Setu ez an da gas deoc'h gwinizh, gwin hag eoul, hag ho po ho kwalc'h, ha n'ho roin ken d'an dismegañs e-touez ar broadoù.
N'ho pet ket aon, loened ar parkeier! Rak peurvanoù ar gouelec'h a adc'hlazo, ar gwez a zougo o frouezh, ar fiezenn hag ar winienn a roio o finvidigezhioù.
Debriñ a reot hag ho po ho kwalc'h, hag e veulot anv an AOTROU ho Toue, en devo graet en ho keñver traoù burzhudus. Ha va fobl ne vo biken mezhek.
Setu, an deizioù a zeu, eme an AOTROU, ma vo tost al labourer-douar ouzh ar meder, hag an hini a jaodr ouzh an hader, hag e tivero ar menezioù gant gwin, hag e strilho an holl grec'hiennoù.
Jeruzalem, Jeruzalem, te hag a lazh ar brofeded hag a veinata ar re a zo kaset dit, pet gwech em eus c’hoantaet dastum da vugale evel ma tastum ur yar he foñsined dindan he divaskell, ha n’eo ket bet fellet deoc’h!
petra bennak ma n’en deus ket paouezet da reiñ testenioù anezhañ e-unan, oc’h ober vad, en ur zegas deomp eus an neñv ar glaveier hag an amzerioù frouezhus, hag o leuniañ hor c’halonoù a vadoù hag a levenez.
Kemenn da re binvidik ar c’hantved-mañ ma chomint hep bezañ ourgouilhus hag hep lakaat o esperañs en argred ar pinvidigezhioù, met en Doue bev a ro deomp an holl draoù gant fonnusted evit ma laouenafemp ganto,
c’hwi hag a zo miret gant galloud Doue, dre ar feiz, evit ar silvidigezh prest da vezañ diskuliet en amzerioù diwezhañ.