Akab a lavaras da Abdia: Kae dre ar vro etrezek an holl eienennoù hag etrezek an holl froudoù, ha marteze e kavimp geot hag e saveteimp buhez hor c'hezeg hag hor muled, ha n'hon devo ket da zistrujañ al loened.
Hag an AOTROU a responto hag a lavaro d'e bobl: Setu ez an da gas deoc'h gwinizh, gwin hag eoul, hag ho po ho kwalc'h, ha n'ho roin ken d'an dismegañs e-touez ar broadoù.
N'ho pet ket aon, loened ar parkeier! Rak peurvanoù ar gouelec'h a adc'hlazo, ar gwez a zougo o frouezh, ar fiezenn hag ar winienn a roio o finvidigezhioù.
Hadet hoc'h eus kalz, met dastumet hoc'h eus nebeut; debret hoc'h eus, met n'hoc'h eus ket bet ho kwalc'h; evet hoc'h eus, met n'hoc'h eus ket torret ho sec'hed; gwisket hoc'h eus, met n'oc'h ket tommet; gounid an hini en em c'hopra a zo lakaet en ur sac'h toullet.
tiez leun a bep seurt madoù na'c'h eus ket leuniet, puñsoù toullet na'c'h eus ket toullet, gwini ha gwez-olivez na'c'h eus ket plantet, pa zebri hag ez po da walc'h,