Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 23:37 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

37 Jeruzalem, Jeruzalem, te hag a lazh ar brofeded hag a veinata ar re a zo kaset dit, pet gwech em eus c’hoantaet dastum da vugale evel ma tastum ur yar he foñsined dindan he divaskell, ha n’eo ket bet fellet deoc’h!

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

37 Jerusalem, Jerusalem, te, pehini a laka ar brofeted d’ar maro, hag a vein ar re a vez kasset d’id, na ped gwech n’em euz‐me ket c’hoanteet dastum da vugale, evel ma tastum ar iar he lapoused dindan he diou‐askel, ha n’eo ket bet fellet deoc’h.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

37 Jerusalem, Jerusalem, péhani e laqua d’er marhue er profætèd, hag e zismante a dauleu‐mein er ré e gonz doh‐oh a me ferh, guet a huéh en e mès‐mé vennet dastum hou pugalé, avél ma tastum ur yar hi foussinet, idan hi divasquel! ha ne hoès quet vonnet séntein.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 23:37
46 Referencias Cruzadas  

Met e voent disentus hag en em savjont a-enep dit, hag e taoljont da lezenn a-dreñv o c'hein. Lazhañ a rejont da brofeded a zouge anezho da zistreiñ ouzhit, hag e rejont dismegañsoù bras dit.


Va diwall evel an ibil-lagad. Va golo dindan skeud da eskell,


Da reizhder a zo evel menezioù Doue, da varnedigezhioù a zo un donder bras. AOTROU, diwall a rez an dud hag al loened.


D'ar mestr-kaner; "Miktam" David; war "Al-Tashed". Pa dec'has er vougev dirak Saül.


Pa soñjan ennout war va gwele, e prederian ennout e-pad beilhadennoù an noz.


Golo a raio ac'hanout gant e bluñv, hag ez po ur repu dindan e zivaskell. E wirionez a vo da skoed hag da hobregon.


Petra a oa c'hoazh d'ober da'm gwinienn, ha ne'm eus ket graet eviti? Perak, pa c'hortozen e rofe rezin, e roas blokadoù gouez?


Perak ne'm eus kavet den pa'z on deuet? Perak n'en deus respontet den pa em eus galvet? Va dorn, ha re verr eo evit dieubiñ? Ha n'eus ket a nerzh ennon evit saveteiñ? Setu e lakaan ar mor da zisec'hañ pa c'hourdrouzan anezhañ, hag e troan ar stêrioù e gouelec'h, o fesked o vreinañ dre ziouer a zour, marvet gant ar sec'hed.


Skoet em eus war o mibien en aner, n'o deus ket degemeret ar c'helennadur. Ho kleze en deus lonket ho profeded, evel ul leon distrujer.


Hag e lakajont Uri da zont er-maez eus an Ejipt, hag en degasjont d'ar roue Jojakim, a lazhas anezhañ gant ar c'hleze hag a daolas e gorf marv da vezioù bugale ar bobl.


Rak ar gêr-mañ a zo bet din un dra a gounnar hag a erez, adalek an deiz ma'z eo bet savet betek hiziv, en doare ma lamin anezhi diwar va dremm,


Rak em eus kaset deoc'h va holl servijerien ar brofeded, o c'haset em eus deoc'h bemdez, adalek ar beure, da lavarout deoc'h: Distroit pep hini ac'hanoc'h eus e hent fall, adreizhit hoc'h oberoù, n'it ket war-lerc'h doueoù all evit o servijañ, evit ma chomot er vro am eus roet deoc'h ha d'ho tadoù. Met n'hoc'h eus ket roet ho skouarn evit selaou.


Ar roue a c'hourc'hemennas da Jerakmeel mab Hammelek, da Seraja mab Ariel ha da Shelemia mab Abdeel da dapout Baruk ar skrib ha Jeremiaz ar profed, met an AOTROU a guzhas anezho.


Jeruzalem, disaotr da galon eus an droug evit ma vi saveteet. Betek pegeit e vo o chom ez tiabarzh da soñjoù direizh?


Kaset em eus deoc'h va holl servijerien, ar brofeded, am eus kaset adalek ar beure, evit lavarout deoc'h: Na rit ket an dra euzhus-se a gasaan!


Jeruzalem, degemer ar gelennadurezh, gant aon na zistagfe va ene diouzhit, ha gant aon na rafen ac'hanout ur gouelec'h, un douar didud.


Pa'z int bet galvet, ez int aet a-zirak ar re o galve. Aberzhet o deus d'ar Baaloù, lakaet o deus da vogediñ d'ar skeudennoù kizellet.


Va fobl a zo stag ouzh e emsavadeg em enep. D'an Uhel-Meurbet ez int galvet, met nikun ne uhela anezhañ.


Gwalleur dezho! rak pellaet o deus diouzhin. Distruj warno! rak o deus pec'het em enep. O dasprenet em eus, met gevier a lavaront a-enep din.


Na vezit ket evel ho tadoù, a zo bet galvet gant ar brofeded kentañ o lavarout: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Distroit diouzh hoc'h hentoù fall ha diouzh ho kwall oberoù. Met n'o deus ket selaouet, n'o deus ket taolet evezh ouzhin, eme an AOTROU.


Kas a reas e vevelien da c’hervel ar re a oa bet pedet d’an eured, met ne felle ket dezho dont.


ha re all a grogas en e vevelien, o gwallgasas hag o lazhas.


en ur lavarout: Mar vijemp bet en amzer hon tadoù, ne vijemp ket en em unanet ganto da skuilh gwad ar brofeded.


Testiñ a rit evel-se a-enep deoc’h hoc’h-unan penaos oc’h mibien ar re o deus lazhet ar brofeded.


en em laouenait ha tridit gant levenez, rak ho kopr a vo bras en neñvoù; rak evel-se eo bet gwallgaset ar brofeded a zo bet araozoc’h.


Met eñ a yeas droug ennañ ha ne fellas ket dezhañ mont en ti. Neuze e dad a zeuas er-maez hag en pedas da vont e-barzh.


int hag o deus lakaet d’ar marv an Aotrou Jezuz hag o frofeded o-unan, o deus hon heskinet, na blijont ket da Zoue, hag a zo enebourien d’an holl dud,


Gwelout a ris ar wreg mezvet gant gwad ar sent ha gant gwad merzherien Jezuz, hag e krogas ur souezh vras ennon o welout anezhi.


Ra roio an AOTROU dit hervez ar pezh ac'h eus graet, ha ra vo da c'hopr leun a-berzh an AOTROU, Doue Israel, ma'z out deuet da fiziañ dindan e eskell!


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos