Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 23:38 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

38 Setu, ho ti a vo lezet deoc’h didud,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

38 Setu, ho ti a ia da veza rentet dezert.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

38 Imber, hou ty e zei de vout ul léh délézet.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 23:38
21 Referencias Cruzadas  

me a lamo Israel a-ziwar an douar am eus roet dezhañ, me a daolo pell diouzhin an ti-mañ am eus santelaet da'm anv, hag Israel a vo ur vojenn hag ur goapaerezh e-touez an holl bobloù.


Ra deñvalaio o daoulagad evit na welint ket, ha laka o lounezhi da vrañsellat dalc'hmat!


Skuilh warno da fulor, ha ra zeuio tan da gounnar d'o zapout!


AOTROU an armeoù en deus lavaret da'm divskouarn: A-dra-sur e vo lakaet en glac'har an tiez niverus-se, an tiez bras ha kaer-se a vo hep den o chom enno!


Met ma ne selaouit ket ouzh ar gomz-mañ, touet em eus drezon va-unan, eme an AOTROU, ma vo gwastet an ti-mañ.


Goude an div sizhun ha tri-ugent, ar Mesiaz a vo lamet, met ne vo ket evitañ e-unan. Distrujet e vo kêr hag ar santual gant pobl ur mestr a zeuio, hag he diwezh a c'hoarvezo gant ul liñvadenn; ar glac'haroù a zo merket betek dibenn ar brezel.


Kaset em eus da netra broadoù, o zourioù a zo distrujet, gwastet em eus o straedoù, kement ken na dremen den enno. O c'hêrioù a zo gwastet, diboblet ken n'eus annezad enno.


Rak n'espernin ken tud ar vro, eme an AOTROU, ha setu e lakain an dud etre daouarn an eil egile hag etre daouarn o roue. Bruzunañ a raint ar vro, ha ne zieubin ket eus o daouarn.


Met Jezuz a lavaras dezho: Ha ne welit ket an holl draoù-se? Me en lavar deoc’h e gwirionez, ne chomo ket anezho amañ maen war vaen na vo diskaret.


Pa welot an euzhusted eus ar glac’har, m’en deus komzet ar profed Daniel anezhi, deuet el lec’h ne dle ket bezañ, ra gompreno an neb a lenn, neuze ar re a vo e Judea, ra dec’hint war ar menezioù,


Setu, ho ti a vo lezet deoc’h didud, met e gwirionez e lavaran deoc’h, ne’m gwelot mui, betek ma lavarot: Benniget ra vo an hini a zeu en anv an Aotrou!


Pa welot Jeruzalem kelc’hiet gant armeoù, gouezit neuze ez eo tost he glac’har.


Kouezhañ a raint dindan troc’h ar c’hleze ha kaset e vint da sklaved e-touez an holl vroadoù. Jeruzalem a vo mac’het gant ar vroadoù betek ma vo peurleuniet amzerioù ar vroadoù.


Gwelout a rit an traoù-se, deizioù a zeuio ma ne chomo ket anezho maen war vaen na vo diskaret.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos