Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 23:39 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

39 rak me a lavar deoc’h, ne’m gwelot mui pelloc’h, betek ma lavarot: Benniget ra vo an hini a zeu en anv an Aotrou!

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

39 Rag hen lavaret a ran deoc’h, n’am gwelot mui, ken na lavarfot: Benniget ra vezo an hini a zeu en hano an Aotrou!

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

39 Rac el larein e ran d’oh n’em guélehet mui bet en dé ma larehet: Revou mêlet en hani e za é hanhue en Eutru Doué.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 23:39
15 Referencias Cruzadas  

Benniget ra vo an hini a zeu en anv an AOTROU! Ho pennigañ a reomp eus ti an AOTROU.


Rak mibien Israel a chomo e-pad kalz a zeizioù hep roue hag hep penn-bras, hep aberzh hag hep peul, hep efod hag hep terafim.


Skuilhañ a rin war di David ha war dud Jeruzalem ar Spered a c'hras hag a bedennoù, hag e sellint ouzhin, an hini o deus toullet. Hag e raint kañv dezhañ evel ma reer kañv d'ur mab nemetañ, hag e ouelint c'hwerv evel ma oueler war ur mab kentañ-ganet.


Ar re a gerzhe a-raok hag ar re a heulie a grie: Hozanna da Vab David! Benniget ra vo an hini a zeu en anv an Aotrou! Hozanna el lec’hioù uhel meurbet!


Lavarout a reas d’an diskibien: Dont a raio deizioù ma ho po c’hoant da welout unan eus deizioù Mab an den, ha n’en gwelot ket.


C’hoazh un nebeud amzer hag ar bed ne’m gwelo ken, met c’hwi am gwelo, abalamour ma vevan ha ma vevot ivez.


Jezuz a lavaras dezhañ: Keid-all a zo abaoe ma’z on ganeoc’h, ha ne’c’h eus ket va anavezet, Filip? An hini en deus va gwelet en deus gwelet an Tad. Penaos e lavarez: Diskouez deomp an Tad?


Neuze Jezuz a lavaras dezho c’hoazh: Mont a ran kuit hag e klaskot ac’hanon hag e varvot en ho pec’hed. Ne c’hellot ket dont e-lec’h ma’z an.


Setu perak em eus lavaret deoc’h e varvot en ho pec’hedoù, rak ma ne gredit ket emaon, e varvot en ho pec’hedoù.


Abraham ho tad en deus tridet gant levenez o soñjal e tlee gwelout va deiz. E welet en deus hag eo en em laouenaet.


Rak ne fell ket din, breudeur, na oufec’h ket ar mister-mañ, evit na viot ket fur d’ho taoulagad hoc’h-unan, penaos ul lodenn eus Israel a zo kouezhet er galeted betek ma vo holl bobl ar baganed deuet e-barzh;


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos