Joel 2:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
22 N'ho pet ket aon, loened ar parkeier! Rak peurvanoù ar gouelec'h a adc'hlazo, ar gwez a zougo o frouezh, ar fiezenn hag ar winienn a roio o finvidigezhioù.
Rak an AOTROU a frealzo Sion, frealziñ a raio he lec'hioù glac'haret, ober a raio un Eden gant he gouelec'h, hag ul liorzh eus an AOTROU gant he douaroù disec'h. Joa ha levenez en em gavo en he c'hreiz, gant meuleudioù ha kanaouennoù.
ha me na'm befe ket truez ouzh Ninive ar gêr vras, ez eus enni ouzhpenn kant ugent mil den, na ouzont ket disheñvelout o dorn dehou diouzh o dorn kleiz, ha loened e niver bras?
Rak an had a raio berzh, ar winienn a roio he frouezh, an douar a roio e broduadur, an neñvoù a roio o glizh, ha lakaat a rin nemorant ar bobl-mañ da berc'hennañ an holl draoù-se.