Leviegezh 19:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Komz da holl vodadenn mibien Israel ha lavar: Bezit santel rak me a zo santel, me, an AOTROU ho Toue. |
C'hwi a vo din ur rouantelezh a aberzhourien hag ur vroad santel. Setu aze ar c'homzoù a lavari da vibien Israel.
C'hwi a vo tud santel din. Ne zebrot ket a gig drailhet er parkeier, e deurel a reot d'ar chas.
Santel e viot evidon rak me a zo santel, me, an AOTROU, hag em eus disrannet ac’hanoc’h diouzh ar pobloù evit ma viot din.
met ne d-aio ket war-zu ar ouel, ne dostaio ket ouzh an aoter, rak ur si a zo ennañ; ne zisakro ket va santualioù. Me eo an AOTROU a santela anezho.
Sellout a ri outo evel santel rak e kinnigont boued da Zoue. Santel e vint evidout rak me a zo santel, me, an AOTROU a santela ac’hanoc’h.
O kaout eta hevelep promesaoù, re garet-mat, en em c’hlanaomp eus pep hudurniezh eus ar c’hig hag eus ar spered o kas da benn hor santeladur e doujañs Doue.
Evel-se en deus hon dibabet ennañ, a-raok krouidigezh ar bed, evit ma vimp santel ha didamall dirazañ er garantez,
Sentiñ a ri ouzh mouezh an AOTROU da Zoue, hag e ri diouzh e c'hourc'hemennoù hag e reolennoù a gelennan dit hiziv.
Jozue a lavaras d'ar bobl: Ne c'hellot ket servijañ an AOTROU , rak un Doue santel eo, un Doue gwarizius eo, ne bardono ket ho torridigezhioù hag ho pec'hedoù.
Nikun n'eo santel evel an AOTROU , n'eus hini all ebet nemedout, n'eus roc'h ebet evel hon Doue.