3 Hag e kerzho daou zen a-gevret hep bezañ en em glevet?
Neuze, Abram o vezañ en oad a naontek vloaz ha pevar-ugent, an AOTROU en em ziskouezas da Abram hag a lavaras: Me eo an Doue holl-c'halloudek, kerzh dirak va dremm ha bez didamall.
Enok a gerzhas gant Doue e-pad tri c'hant vloaz goude ma voe bet tad da Vetushela, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed.
Setu amañ lignez Noe: Noe a voe un den reizh hag eeun en e amzer, Noe a gerzhas gant Doue.
Ne'm eus anavezet nemedoc'h a-douez holl diegezhioù an douar. Setu perak me ho kastizin evit hoc'h holl zireizhder.
Hag e yudo al leon er c'hoad hep kaout ur preizh? Hag e taolo al leonig e griadenn eus e doull hep bezañ tapet un dra bennak?
Selaouit ar gomz-mañ, buoc'hed Basan, a zo war venez Samaria, a wask ar beorien, a wallgas an ezhommeien, a lavar d'o mestroù: Degasit hag evomp!