Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jozue 24:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 Jozue a lavaras d'ar bobl: Ne c'hellot ket servijañ an AOTROU , rak un Doue santel eo, un Doue gwarizius eo, ne bardono ket ho torridigezhioù hag ho pec'hedoù.

Ver Capítulo Copiar




Jozue 24:19
30 Referencias Cruzadas  

Hag e rejont goap ouzh kannaded Doue, o tisprizañ e gomzoù, hag e tismegañsjont e brofeded, betek ma savas kement fulor an AOTROU a-enep e bobl, ken na voe mui a bareañs.


Ra vo meulet e anv bras ha spontus, rak santel eo.


Kanmeulit an AOTROU hon Doue, stouit dirak skabell e dreid, rak santel eo.


Kanmeulit an AOTROU hon Doue, stouit dirak menez e santelezh, rak an AOTROU hon Doue a zo santel.


ne stoui ket dirazo ha ne serviji ket anezho, rak me eo an AOTROU da Zoue, un Doue gwarizius a gastiz direizhder an tadoù war ar vugale betek an trede hag ar pevare rumm eus ar re a gasa ac'hanon,


Laka evezh ouzhit dirazañ ha selaou e vouezh. Na vez ket disentus outañ rak ne bardono ket ho pec'hed, emañ va anv ennañ.


Ne stoui ket dirak un doue all rak an AOTROU en em c'halv un Doue gwarizius; un Doue gwarizius eo.


a vir e drugarez betek ar milvet rumm, a bardon an direizhder, an disentidigezh hag ar pec'hed, met na zalc'h ket an hini kablus evit didamall, hag a gastiz fazioù an tadoù war o mibien ha war vibien o mibien betek an trede hag ar pevare rumm.


An dud a zo izelaet hag ar re vras a zo diskaret, met ne bardoni ket dezho.


Pa vez sec'h ar skourroù, e vint torret, hag ar merc'hed a zeuio da enaouiñ un tan. Ar bobl-mañ n'he deus ket a skiant, en abeg da-se an hini en deus o c'hrouet n'en devo ket truez outo, an hini en deus o stummet ne raio ket trugarez dezho.


it kuit eus an hent, distroit diwar ar wenodenn, lamit Sant Israel a-zirak hon daoulagad!


Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU, Sant Israel: En ur zistreiñ ouzhin hag en ur chom sioul e vefec'h salvet, en diskuizh hag er fiziañs e vefe ho nerzh. Met n'eo ket bet fellet deoc'h.


AOTROU an armeoù a vo savet dre ar varnedigezh, an Doue santel a vo santelaet dre ar reizhder.


Moizez a lavaras da Aaron: Kement-se eo ar pezh en deus disklêriet an AOTROU en ur lavarout: Santelaet e vin dre ar re a dosta ouzhin hag e vo roet gloar din dirak ar bobl. Aaron a davas.


Rak me eo an AOTROU ho Toue; c’hwi en em santelaio hag e viot santel rak me a zo santel. N’en em lakait ket dic’hlan en abeg da hini ebet eus ar stlejviled a ruz war an douar.


Rak me eo an AOTROU en deus ho lakaet da bignat eus bro Ejipt evit bezañ ho Toue, hag e viot santel rak me a zo santel.


Komz da holl vodadenn mibien Israel ha lavar: Bezit santel rak me a zo santel, me, an AOTROU ho Toue.


Santel e viot evidon rak me a zo santel, me, an AOTROU, hag em eus disrannet ac’hanoc’h diouzh ar pobloù evit ma viot din.


En em santelaat a reot hag e viot santel. Me eo an AOTROU ho Toue.


An AOTROU a zo un Doue gwarizius ha veñjer. En em veñjiñ a ra an AOTROU, hag ar fulor a zo e c'hourc'hemenn. En em veñjiñ a ra an AOTROU eus e enebourien, hag e vir e gounnar ouzh e eneberien.


Re c'hlan eo da zaoulagad evit gwelout an droug, ha ne c'hellez ket sellout ouzh ar fallagriezh. Perak e sellfes ouzh a re fall hag e tavfes, pa lonk an hini drouk unan reishoc'h egetañ?


Den ebet ne c’hell servijañ daou vestr, rak, pe e kasaio unan hag e karo egile, pe en em stago ouzh unan hag e tisprizo egile. Ne c’hellit ket servijañ Doue ha Mammon.


An AOTROU en deus kaset kuit a-raok deomp an holl bobloù hag an Amoreaned a oa o chom er vro. Ni ivez a servijo an AOTROU , rak hon Doue eo.


Bremañ eta, lamit an doueoù estren a zo en ho touez, ha troit ho kalonoù war-zu an AOTROU Doue Israel.


Hi a lavaras: Setu, da c'hoar-gaer a zo aet en-dro war-zu he fobl ha war-zu he doueoù, distro war-lerc'h da c'hoar-gaer.


Setu perak em eus touet da di Eli, na vefe biken dic'haouet direizhder ti Eli na dre aberzh na dre zonezon.


Neuze e lavaras tud Bet-Shemesh: Piv a c'hellfe derc'hel dirak an AOTROU , an Doue santel? Ha war-zu piv e pigno an arc'h o pellaat diouzhomp?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos