Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jozue 24:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

20 Mar dilezit an AOTROU ha mar servijit doueoù estren, e tistroio hag e raio droug deoc'h, hag e kuzumo ac'hanoc'h, goude bezañ graet vad deoc'h.

Ver Capítulo Copiar




Jozue 24:20
19 Referencias Cruzadas  

Bremañ eta, dirak daoulagad holl Israel, bodadeg an AOTROU , ha dirak hon Doue a glev, mirit ha klaskit holl c'hourc'hemennoù an AOTROU ho Toue, evit ma perc'hennot ar vro vat-mañ, ha ma roiot anezhi da hêrezh d'ho mibien war ho lerc'h da viken.


Ha te, Salomon va mab, anavez Doue da dad, servij-eñ gant ur galon eeun hag un ene youlus, rak an AOTROU a furch an holl galonoù hag a anavez pep mennad eus ar soñjoù. Mar klaskez anezhañ, e vo kavet ganit, met mar dilez anezhañ, ez taolo kuit da viken.


hag ez eas da gavout Asa, hag e lavaras dezhañ: Asa hag holl Juda ha Benjamin, selaouit-me! An AOTROU a vez ganeoc'h pa vezit gantañ. Mar klaskit anezhañ, c'hwi en kavo; met mar dilezit anezhañ, eñ ho tilezo.


Rak mezh am bije bet o c'houlenn soudarded ha marc'hegerien evit hon difenn diouzh hon enebourien e-pad an hent, rak lavaret hor boa d'ar roue: Dorn hon Doue a zo war an holl re a glask anezhañ, met e nerzh hag e gounnar a zo a-enep an holl re a zilez anezhañ.


Mar dilez e vibien va lezenn, ha ma ne gerzhont ket hervez va urzhiadurioù,


Met ar re zisent hag ar bec'herien a vo distrujet a-unan, hag ar re a zilez an AOTROU a yelo da goll.


Met disent int bet, glac'haret o deus ar Spered-Santel, hag eo deuet o enebour; eñ e-unan en deus stourmet a-enep dezho.


AOTROU, te eo esperañs Israel, an holl re a zilez ac'hanout a vo mezhek. Ar re a zistro diouzhin a vo enskrivet war an douar, dre ma tilezont mammenn an doureier a vuhez, an AOTROU.


Ha mar distro an hini reizh diouzh e reizhder ha ma ra an droug, hervez an holl euzhusterioù en deus an den fall ar c'hiz d'ober, hag e vevo? Ne vo ket meneget e zireizhder en deus graet, hag en abeg d'e zrougoberoù ha d'e bec'hed en deus graet e varvo.


Met Doue a zistroas diouto hag o lakaas da servijañ armead an neñv, evel ma’z eo skrivet e levr ar brofeded: Ti Israel, ha din-me eo hoc’h eus kinniget profoù-loened hag aberzhoù e-pad daou-ugent vloaz el lec’h distro?


Pa ez po mibien ha mibien-vihan, ha pa ho po chomet pell er vro, mar en em vreinit en ur ober ur skeudenn gizellet pe un taolennadur bennak, oc'h ober an droug dirak daoulagad an AOTROU da Zoue evit e fuloriñ,


e kemeran an neñvoù hag an douar da dest en hoc'h enep, penaos e viot distrujet buan a-ziwar c'horre ar vro emaoc'h o vont da berc'hennañ en tu all d'ar Jordan, ne hiraiot ket ho teizioù eno, met mont a reot prim da goll.


Hogen an den reizh a vevo dre ar feiz, met ma en em denn kuit, va ene ne gemer ket plijadur ennañ.


Ar bobl a lavaras da Jozue: Nann! Rak ni a servijo an AOTROU .


Met ma ne sentit ket ouzh mouezh an AOTROU , ha mar bezit disentus ouzh gourc'hemenn an AOTROU , dorn an AOTROU a vo a-enep deoc'h evel m'eo bet a-enep ho tadoù.


Met mar grit an droug, e viot distrujet, c'hwi hag ho roue.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos