Ar par diamdroc'h, an hini na vo ket bet amdroc'het en e gig, a vo lamet a-douez e bobl: torret en deus va emglev.
Leviegezh 17:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned ha n’en devo ket e zegaset ouzh digor teltenn an engalv evit ober ur prof d’an AOTROU dirak tabernakl an AOTROU, ar gwad a vo kontet d’an den-se; ar gwad en devo skuilhet hag an den-se a vo lamet eus e bobl, |
Ar par diamdroc'h, an hini na vo ket bet amdroc'het en e gig, a vo lamet a-douez e bobl: torret en deus va emglev.
Eürus an den na damall an AOTROU dezhañ direizhder ebet, ha n'eus touell ebet en e spered!
E-pad seizh devezh e tebrot bara hep goell. Adalek an deiz kentañ e lamot ar goell eus ho tiez. Rak adalek an deiz kentañ betek ar seizhvet devezh, pep den a zebro bara goet a vo lamet eus Israel.
E-pad seizh devezh, goell ebet n'en em gavo en ho tiez, rak pep den a zebro bara goet a vo lamet eus bodadenn Israel, pe e vefe un diavaeziad, pe unan bennak ganet er vro.
An hini a raio un aozadur heñvel hag an hini a lakaio dioutañ war un diavaeziad a vo lamet eus e bobl.
Lazhañ un ejen a zo evel muntrañ un den, aberzhiñ un oan a zo evel terriñ chouk ur c'hi, kinnig un donezon a zo evel skuilhañ gwad ur pemoc'h, ober un eñvoradenn ezañs a zo evel bennigañ direizhder. Dibabet o deus o hentoù, hag o ene a gemer plijadur en o euzhusted.
Met war va menez, war venez uhel Israel, eme an Aotrou AOTROU, eno holl di Israel ha kement a vo er vro am servijo. Eno e kemerin plijadur ganto, eno e klaskin ho profoù, frouezh kentañ ho tonezonoù, gant hoc'h holl draoù santel.
Mar d-eo e brof ul loskaberzh a loened bras, e kinnigo ur par disi. E ginnig a raio a volontez vat, ouzh digor teltenn an engalv, dirak an AOTROU.
Piv bennak eus ti Israel pe eus an diavaezidi o chom en o zouez, a zebro ur gwad bennak, me a lakaio va dremm a-enep an hini en devo debret gwad, hag e lamin anezhañ a-douez e bobl,
rak ene pep kig eo; e wad eo e ene. Dre-se em eus lavaret da vibien Israel: Ne zebrot gwad kig ebet, rak ene pep kig eo e wad. Piv bennak a zebro dioutañ a vo lamet.
Piv bennak eus ti Israel a lazho er c’hamp un ejen, un oan pe ur c’havr, pe en lazho er-maez eus ar c’hamp,
evit ma vo degaset gant mibien Israel o aberzhoù a lazhont er parkeier d’an aberzhour dirak an AOTROU, ouzh digor teltenn an engalv, ha ma kinnigint anezho evel aberzh a drugarekadennoù.
ha n’en degaso ket ouzh digor teltenn an engalv evit e ginnig d’an AOTROU, an den-se a vo lamet eus e bobl.
Mar tosta ur vaouez ouzh ul loen evit mont da c’hast gantañ, e lazhi ar vaouez hag al loen; lakaet e vint d’ar marv, o gwad a vo warno.
Mar kousk un den gant ur vaouez e-pad he mizioù ha ma dizolo he noazhder, mar laka-eñ hec’h andon en noazh ha ma dizolo-hi andon he gwad, e vint o-daou lamet a-douez o fobl.
Me a lakaio va dremm a-enep an den-se, hag e lamin anezhañ a-douez e bobl abalamour m’en devo roet eus e vugale da Volok evit saotrañ va santual ha disakrañ va anv santel.
Lakaat a raio e zorn war benn ar prof, a lazho ouzh digor teltenn an engalv; an aberzhourien, mibien Aaron, a skuilho ar gwad war an aoter hag en-dro dezhi.
Mar vefe debret kig an aberzh a drugarekadennoù d’an trede deiz, ne vefe ket degemeret ha ne vefe ket kontet d’an hini en deus kinniget an aberzh; un dra euzhus e vefe, ha piv bennak a zebrfe dioutañ a zougfe e zireizhder.
Neuze Jezuz a lavaras dezho c’hoazh: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, me eo dor an deñved.
Me eo an nor. Mar deu e-barzh unan bennak drezon, e vo salvet. Dont ha mont a raio hag e kavo peurvan.
Jezuz a lavaras dezhañ: Me eo an hent, ar wirionez hag ar vuhez. Den ne zeu d’an Tad nemet drezon.
Evel-se ivez e tisklêri David eürusted an den a zo kontet dezhañ gant Doue ar reizhder hep an oberoù:
Rak ar pec’hed a oa er bed a-raok al lezenn, met ar pec’hed n’eo ket kontet pa n’eus lezenn ebet.
Hogen al lezenn a zo deuet evit lakaat ar pec’hed da fonnañ; met e-lec’h m’en deus ar pec’hed fonnet, ar c’hras he deus dreistfonnet,
Bez trugarezus e-keñver da bobl Israel ac'h eus dasprenet, o AOTROU! Na lez ket ar gwad didamall evel bec'h war da bobl Israel, hag ar gwad a vo pardonet dezho.