Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 7:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 Mar vefe debret kig an aberzh a drugarekadennoù d’an trede deiz, ne vefe ket degemeret ha ne vefe ket kontet d’an hini en deus kinniget an aberzh; un dra euzhus e vefe, ha piv bennak a zebrfe dioutañ a zougfe e zireizhder.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 7:18
31 Referencias Cruzadas  

Aberzh ar re zrouk a zo un euzhusted evit an AOTROU, met pedenn an dud reizh a zo plijus dezhañ.


en em zalc'h er bezioù, a dremen an nozvezhioù e kevioù, a zebr kig moc'h, a gendalc'h meuzioù hudur en o listri,


Lazhañ un ejen a zo evel muntrañ un den, aberzhiñ un oan a zo evel terriñ chouk ur c'hi, kinnig un donezon a zo evel skuilhañ gwad ur pemoc'h, ober un eñvoradenn ezañs a zo evel bennigañ direizhder. Dibabet o deus o hentoù, hag o ene a gemer plijadur en o euzhusted.


Evel-henn e komz an AOTROU diwar-benn ar bobl-mañ: Karout a reont mont amañ hag ahont, ne harzont ket ouzh o zreid, hag an AOTROU n'en em blij ket ganto, soñj en deus bremañ eus o direizhder hag e kastiz o fec'hedoù.


Mar yunont, ne selaouin ket o garm, mar kinnigont loskaberzhoù ha donezonoù, n'o c'havin ket dereat, met ez an da guzumiñ anezho dre ar c'hleze, dre an naonegezh ha dre ar vosenn.


An ene a bec'h eo an ene a varvo. Ar mab ne zougo ket direizhder an tad, hag an tad ne zougo ket direizhder ar mab. Reizhder an den reizh a vo warnañ, fallagriezh an den fall a vo warnañ.


En aberzhoù a ginnigont din, ec'h aberzhont kig, hag e tebront anezhañ, met an AOTROU ne gav ket plijadur enno. Bremañ e teuio soñj dezhañ eus o direizhder hag e kastizo o fec'hedoù. Distreiñ a raint d'an Ejipt.


Perak n’hoc’h eus ket debret an aberzh-dic’haouiñ el lec’h santel? Un dra santel-meurbet eo, hag eo bet roet deoc’h evit dougen direizhder ar vodadenn heg evit ober dic’haou evito dirak an AOTROU.


Aaron a lavaras da Voizez: Setu, kinniget o deus hiziv o aberzh-dic’haouiñ hag o loskaberzh dirak an AOTROU, ha goude ar pezh a zo c’hoarvezet ganin, ma em befe debret an aberzh-dic’haouiñ hiziv, daoust ha plijet en defe d’an AOTROU?


Pep loen o ruzañ war an douar a vo un euzhusted evidoc’h, ne vo ket debret.


Ma ne gann ket anezho ha ma ne walc’h ket e gorf, e tougo e zireizhder.


Pa ginnigot un aberzh a drugarekadennoù d’an AOTROU, e vo kinniget en un doare da vezañ degemeret mat.


Mar kemer un den e c’hoar, merc’h e dad pe merc’h e vamm, ha ma wel he noazhder, ha ma hi a wel e noazhder, ur vezh eo; lamet e vint kuit dirak daoulagad mibien o fobl; dizoloet en deus noazhder e c’hoar, dougen a raio e zireizhder.


Ne zizoloi ket noazhder c’hoar da vamm na c’hoar da dad, rak dizoleiñ da gerentiad nesañ eo; dougen a raint o direizhder.


lakaat a rafent anezho da zougen direizhder ar gablusted da vezañ debret traoù santel. Me eo an AOTROU a santela anezho.


Un ejen pe un oan gant un ezel bennak re hir pe re verr a c’hello kinnig evel prof a youl vat, met ne vo ket degemeret evit ur gouestl.


Ne gemerot ket eus daouarn an diavaezidi un hevelep loen evit e ginnig evel boued ho Toue, rak e namm a zo ur si ennañ, ha ne vo ket degemeret.


Mar en deus pec’het unan bennak en ur ober diratozh a-enep unan eus gourc’hemennoù an AOTROU un dra na dle ket bezañ graet, e vo kablus hag e tougo e zireizhder.


Ar c’hig en devo stoket ouzh un dra bennak dic’hlan ne vo ket debret, devet e vo en tan. Diwar-benn ar c’hig, pep den glan a c’hello debriñ dioutañ,


Mar kinnigit loskaberzhoù ha donezonoù, ne blijont ket din, ne sellin ket ouzh hoc'h aberzhoù a drugarekadennoù a reot gant ho leueoù lart.


Piv eo an hini ac'hanoc'h a serro an dorojoù, evit na vo enaouet ken en aner an tan war va aoter? Ne'm eus plijadur ebet ennoc'h, eme AOTROU an armeoù, ha ne blij din prof ebet eus ho taouarn.


Lavarout a rit: Pebezh skuizhder! Hag e tisprizit anezhañ, eme AOTROU an armeoù. Hag e tegasit ar pezh a zo bet laeret, ar pezh a zo kamm ha klañv, ha kement-se eo ar profadennoù a ginnigit! Hag e gemer a rin eus ho taouarn? eme an AOTROU.


hag ho prof savet a vo kontet deoc'h evel gwinizh al leur hag evel leunded ar waskell.


Hag e lavaras dezho: Evidoc’h-c’hwi, a fell deoc’h tremen evit reizh dirak an dud, met Doue a anavez ho kalonoù. Rak ar pezh a zo uhel dirak an dud a zo fall bras dirak Doue.


Hag e resevas sin an amdroc’h evel siell ar reizhder eus ar feiz en doa bet o vezañ diamdroc’h, evit bezañ tad d’ar re holl a gred petra bennak ma’z int diamdroc’h, ha ma vo ar reizhder ivez kontet dezho,


en hevelep doare ivez Krist, o vezañ bet kinniget ur wech evit dougen pec’hedoù kalz a dud, en em ziskouezo un eil gwech hep pec’hed d’ar re en gortoz evit ar silvidigezh.


eñ hag en deus douget hor pec’hedoù e-unan en e gorf war ar c’hoad, evit ma teujemp, o vezañ marv d’ar pec’hed, da vevañ d’ar reizhder, eñ ez oc’h bet yac’haet dre e c’houlioù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos