Leviegezh 7:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
19 Ar c’hig en devo stoket ouzh un dra bennak dic’hlan ne vo ket debret, devet e vo en tan. Diwar-benn ar c’hig, pep den glan a c’hello debriñ dioutañ,
Mar vefe debret kig an aberzh a drugarekadennoù d’an trede deiz, ne vefe ket degemeret ha ne vefe ket kontet d’an hini en deus kinniget an aberzh; un dra euzhus e vefe, ha piv bennak a zebrfe dioutañ a zougfe e zireizhder.
Lavarout a reas dezho: Anavezout a rit ez eo difennet d’ur Yuzev daremprediñ un diavaeziad pe mont en e di. Met Doue en deus desket din ne dlean sellout den evel saotret pe dic’hlan.
Gouzout a ran, ha sur mat on dre an Aotrou Jezuz n’eus netra dic’hlan anezhañ e-unan, koulskoude, an hini a gred ez eo un dra dic’hlan, an dra-se a zo dic’hlan evitañ.
Pep tra a zo glan evit an hini a zo glan, met n’eus netra glan evit ar re zic’hlan hag evit ar re zifeiz, er c’hontrol, o skiant hag o c’houstiañs a zo huduraet.