Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 5:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Rak ar pec’hed a oa er bed a-raok al lezenn, met ar pec’hed n’eo ket kontet pa n’eus lezenn ebet.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

13 Rag ar pec’hed a oa er bed araog al lezen; mes ar pec’hed na vez ket countet, pa ne vez lezen e‐bed.

Ver Capítulo Copiar




Romaned 5:13
16 Referencias Cruzadas  

Tud Sodom a oa fall ha pec'herien bras dirak an AOTROU.


An AOTROU a lavaras: Ar c'hri a-enep Sodom ha Gomora a zo kresket hag o fec'hed a zo bras-meurbet.


Deus, roomp gwin da evañ d'hon tad ha kouskomp gantañ evit ma virimp gouenn hon tad.


Div verc'h Lot a goñsevas diouzh o zad.


Ne oant ket c'hoazh aet da gousket, ma teuas gwazed kêr, gwazed Sodom, en-dro d'an ti, adalek ar re yaouankañ betek ar re goshañ, an holl bobl a-unan.


Ar pezh a rae a zisplije d'an AOTROU hag e lakaas anezhañ da vervel ivez.


Er, kentañ-ganet Juda, a voe fall dirak daoulagad an AOTROU, hag an AOTROU a lakaas anezhañ da vervel.


An douar a oa saotret dirak Doue, an douar a oa leun a fallagriezh.


An AOTROU a santas ur c'hwezh vat hag an AOTROU a lavaras en e galon: Ne villigin ken an douar abalamour d'an den rak natur kalon an den a zo fall adalek e yaouankiz, ne skoin ken kement a vev evel em eus graet.


Rak kig ebet ne vo reishaet dirazañ dre oberoù al lezenn, rak dre al lezenn eo e teu anaoudegezh ar pec’hed.


Al lezenn a zegas ar gounnar, peogwir e-lec’h n’eus lezenn ebet n’eus ket a dorridigezh-lezenn.


Flemm ar marv eo ar pec’hed, ha galloud ar pec’hed eo al lezenn.


Ni a oar penaos omp tremenet eus ar marv d’ar vuhez, o vezañ ma karomp ar vreudeur. An hini na gar ket e vreur a chom er marv.


Piv bennak a bec’h a dorr ivez al lezenn, rak ar pec’hed a zo un dorridigezh eus al lezenn.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos