Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 5:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Koulskoude ar marv en deus renet adalek Adam betek Moizez, zoken war ar re n’o doa ket pec’het dre un disentidigezh heñvel ouzh hini Adam, eñ a oa skeudenn an hini a dlee dont.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

14 Koulskoude ar maro hen deuz renet adaleg Adam bete Moises, var ar re memeus n’ho doa ket pec’het dre eun tor‐lezen henvel ouz hini Adam, ar skeuden euz an hini a dlie da zond.

Ver Capítulo Copiar




Romaned 5:14
17 Referencias Cruzadas  

Distrujañ a reas ar c'hêrioù-se, ar blaenenn a-bezh, holl dud ar c'hêrioù hag ar pezh a gresk war an douar.


Ha Kain a gomzas da Abel e vreur. Evel ma oant er parkeier, Kain en em savas a-enep Abel e vreur hag en lazhas.


Kement en doa ur c'hwezhadenn a vuhez en e zivfron ha kement a oa war an douar kalet a varvas.


Neuze Faraon a roas an urzh-mañ d'e holl bobl: Taolit er stêr an holl vibien a c'hano, met lezit da vevañ an holl verc'hed.


Jozef a varvas, hag e holl vreudeur hag an holl rumm-se ivez.


Met evel Adam o deus torret va emglev, eno ez int bet difeal em c'heñver.


ha me na'm befe ket truez ouzh Ninive ar gêr vras, ez eus enni ouzhpenn kant ugent mil den, na ouzont ket disheñvelout o dorn dehou diouzh o dorn kleiz, ha loened e niver bras?


Dre-se, evel ma’z eo dre un den hepken ez eo deuet ar pec’hed er bed ha dre ar pec’hed ar marv, evel-se ivez ar marv a zo deuet d’en em astenn war an holl dud, rak holl o deus pec’het.


Rak mar dre bec’hed unan hepken en deus ar marv renet dre unan hepken, kalz muioc’h ar re a resev ar fonnder eus ar c’hras hag eus donezon ar reizhder a reno er vuhez dre unan hepken, Jezuz-Krist.


hag, evel m’en deus ar pec’hed renet er marv, e reno ar c’hras ivez dre ar reizhder evit reiñ ar vuhez peurbadus dre Jezuz-Krist hon Aotrou.


rak n’eo ket dre gaer emañ ar grouadelezh dindan ar fouge, met abalamour d’an hini en deus he lakaet eo,


Gouzout a reomp penaos betek vremañ an holl grouadelezh a huanad hag a c’houzañv gwentloù ar gwilioud,


Hag evel ma varv an holl en Adam, en hevelep doare an holl a advevo e Krist,


hervez ma’z eo skrivet: An den kentañ, Adam, a zo deuet da vezañ un ene bev, met an Adam diwezhañ, ur Spered a ro buhez.


Hag evel ma’z eo ret d’an dud mervel ur wech, ha goude-se e teu ar varnedigezh,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos