Leviegezh 10:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned ha kelenn da vibien Israel an holl reolennoù en deus roet an AOTROU dezho dre zorn Moizez. |
Kelenn a rejont e Juda, o kaout ganto levr lezenn an AOTROU. Ober a rejont tro holl gêrioù Juda, hag e kelennjont ar bobl.
Ezekiaz a gomzas ouzh kalon an holl Levited en em ziskoueze desket-kaer e servij an AOTROU. Debriñ a rejont e-pad seizh devezh gant ar gouel, o kinnig aberzhoù a drugarekadennoù, hag o veuliñ an AOTROU Doue o zadoù.
D'an deiz kentañ eus ar seizhvet miz, Ezdra an aberzhour a zegasas al lezenn dirak ar vodadeg, gwazed ha maouezed, hag an holl re a oa gouest d'he c'hlevout.
Hag e lennent el levr lezenn Doue ez-fraezh, hag e roent ar ster anezhi, o tisplegañ ar pezh a veze lennet.
Hag e lavaront: Deuit, ijinomp a-enep Jeremiaz un irienn, rak al lezenn ne vo ket kollet e ti an aberzhour, nag ar c'huzul e ti ar fur, nag ar gomz e ti ar profed. Deuit, skoomp warnañ gant an teod, ha na reomp van ebet ouzh e holl lavaroù.
An aberzhourien n'o deus ket lavaret: Pelec'h emañ an AOTROU? Diwallerien al lezenn n'o deus ket anavezet ac'hanon, ar vêsaerien a zo en em savet em enep, ar brofeded o deus profedet dre Vaal hag a zo aet war-lerc'h ar pezh a zo didalvez.
Rak muzelloù an aberzhour a zle mirout an anaoudegezh, hag eus e c'henoù e klasker al lezenn, rak kannad AOTROU an armeoù eo.
hag o teskiñ dezho mirout kement am eus gourc’hemennet deoc’h. Ha setu, emaon ganeoc’h bemdez betek fin ar bed. Amen.
Hag e ri evel ma vo bet disklêriet dit el lec'h dibabet gant an AOTROU, hag e viri an holl draoù a vo bet kelennet dit hag e ri diouto.
Ober a ri hervez setañs al lezenn o devo kelennet dit hag hervez ar varnedigezh o devo disklêriet dit; ne zistroi ket eus ar setañs o devo lavaret, nag a-zehou nag a-gleiz.
Diwall diouzh gouli al lorgnez, evesha mat ha gra kement a gelenno deoc'h an aberzhourien, al Levited, evesha d'ober evel ma em eus gourc'hemennet dezho.
Kelenn a raint da varnedigezhioù da Jakob, ha da lezenn da Israel. Lakaat a raint ar c'hwezh-vat dindan da zivfron, hag al loskaberzh war da aoter.