Jozue 7:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Gwelet em eus er preizh ur vantell gaer a Shinear, daou c'hant sikl arc'hant, hag un dolzenn aour a hanter-kant sikl a bouez. O droukc'hoantaet em eus hag o c'hemeret, ha setu, an traoù-se a zo kuzhet en douar e-kreiz va zeltenn, hag emañ an arc'hant dindan. |
Pa welas ar wreg e oa ar frouezh mat da zebriñ ha plijus d'an daoulagad, ha ma oa prizius evit digeriñ ar skiant, e kemeras eus he frouezh hag e tebras diouto. Reiñ a reas ivez diouto d'he fried a oa ganti, hag hemañ a zebras diouto.
Mibien Jakob en em daolas war ar re vloñset hag a breizhas kêr dre ma oa bet dizenoret o c'hoar.
mibien Doue, o welout penaos e oa koant merc'hed an dud, a gemeras gwragez a-douez ar re holl a blije dezho.
D'abardaez ec'h erruas ma savas David a-ziwar e wele, hag evel ma pourmene war doenn ti ar roue, e welas diwar an doenn ur vaouez oc'h en em walc'hiñ. Ar vaouez a oa kaer-meurbet da welout.
Al lovreien-mañ a zeuas eta da benn ar c'hamp, a yeas en un deltenn, a zebras, a evas, a gemeras arc'hant, aour ha dilhad, hag a yeas d'o c'huzhat. Goude-se e teujont adarre hag ez ejont d'un deltenn all, hag eno ivez e kemerjont traoù, hag ez ejont d'o c'huzhat.
Ne c'hoantai ket ti da nesañ, ne c'hoantai ket gwreg da nesañ, nag e servijer, nag e vatezh, nag e ejen, nag e azen, na tra ebet a vefe da'z nesañ.
Evel-se emañ gwenodennoù an hini a c'hoanta ar gounid dizonest, hag a gollo ene ar re a yelo war e lerc'h.
Dre ma hoc'h eus lavaret: Graet hon eus emglev gant ar marv, graet hon eus marc'had gant lec'h ar marv, pa dremeno ar walenn o liñvañ ne dapo ket ac'hanomp, rak kemeret hon eus da repu an touell, kuzhet omp dindan ar gaou.
Gwalleur d'ar re a guzh don o c'hoantoù diouzh an AOTROU, d'ar re a ra o labour en deñvalijenn, hag a lavar: Piv hor gwel? Piv hon anavez?
Gwalleur d'an hini a zastum evit e di gounidoù direizh, evit lakaat e neizh en ul lec'h uhel, evit tec'hout diouzh tapadenn ar glac'har!
Hag e lavaras dezho: Diwallit gant evezh diouzh ar bizhoni, rak un den n’en deus ket ar vuhez diouzh puilhentez e vadoù.
Ra ne vo ket klevet anv en ho touez, nag eus gadaliezh, nag eus hudurniezh ebet, nag eus droukc’hoant, evel ma tere d’ar sent,
Rak anavezout a rit kement-mañ, penaos den gadal ebet, pe hudur, pe gwallc’hoantek hag a zo un idolour, n’en deus lod en hêrezh rouantelezh Krist ha Doue.
Deviñ a reot en tan skeudennoù kizellet o doueoù. Ne c'hoantai ket ha ne gemeri ket evidout an arc'hant hag an aour a vo warno, gant aon na vefe kement-se ur stign, rak ez int un euzhusted d'an AOTROU da Zoue.
Lakait eta da vervel en hoc’h izili ar pezh a zalc’h d’an douar, ar c’hadaliezh, an hudurniezh, an drouksoñjoù, an droukc’hoantoù, ar pizhoni a zo idolerezh,
Ra vo ho kundu hep pizhoni, bezit laouen gant ar pezh hoc’h eus rak eñ e-unan en deus lavaret: A-dra-sur ne lezin ket ac’hanout ha ne guitain ket ac’hanout.
Hag an droukc’hoant, pa’z en deus koñsevet, a c’han ar pec’hed. Hag ar pec’hed, pa’z eo kaset da benn, a c’han ar marv.
Akan a respontas da Jozue o lavarout: Gwir eo, pec'het em eus a-enep an AOTROU Doue Israel, ha setu ar pezh am eus graet:
Jozue a gasas kannaded a redas d'an deltenn, ha setu, an traoù a oa kuzhet en deltenn, hag an arc'hant a oa dindan.
O vezañ kuitaet an hent eeun, en em gollet int o heuliañ hent Balaam mab Beor, a garas gopr an direizhder,