Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Efeziz 5:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Ra ne vo ket klevet anv en ho touez, nag eus gadaliezh, nag eus hudurniezh ebet, nag eus droukc’hoant, evel ma tere d’ar sent,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

3 Diwallit na vezo zo‐ken hanvet en ho touez, nag al lubricite, na louzdoni all e‐bed, nag an avaristed ken‐neubeud, evel ma’z eo deread da zent;

Ver Capítulo Copiar




Efeziz 5:3
58 Referencias Cruzadas  

Rak an hini drouk a vrabañs gant c'hoant e ene, hag al laer a zroukped a-enep an AOTROU hag a zismegañs anezhañ.


Stou va c'halon etrezek da destenioù, ha nann war-zu ar gounid.


Dibab a-douez ar bobl holl tud barrek o toujañ Doue, tud leal o kasaat ar gounid dizonest, ha laka anezho warno evel renerien a vilieroù, renerien a gantoù, renerien a hanter-kantoù ha renerien a zegoù.


Ne c'hoantai ket ti da nesañ, ne c'hoantai ket gwreg da nesañ, nag e servijer, nag e vatezh, nag e ejen, nag e azen, na tra ebet a vefe da'z nesañ.


Lakaat a reot evezh ouzh kement am eus lavaret deoc'h. Ne venegot ket anvioù doueoù estren ha ne vint ket klevet eus ho kenoù.


Ur priñs dibourvez a skiant a zo un heskiner, met an hini a gasa ar gounid dizonest a hiraio e zeizioù.


Met da zaoulagad ha da galon n'int nemet evit da wallc'hoant, evit skuilhañ ar gwad didamall, evit mac'homañ ha gwaskañ.


Rak adalek ar bihanañ betek ar brasañ anezho, pep hini en em ro d'ar gounid dizonest, eus ar profed d'an aberzhour, holl e reont gant touell.


Setu perak e roin o gwragez da reoù all hag o farkeier da berc'henned nevez, rak adalek ar bihanañ betek ar brasañ, pep hini en em ro d'ar gounid dizonest, adalek ar profed betek an aberzhour, holl e reont gant touell.


Hag e teuont da'z kavout a-vostad, va fobl a azez dirazout, hag e selaouont da gomzoù. Met ne reont ket hervezo, o c'hontañ a reont en o genoù, met o c'halon a ya war-lerc'h o gwallc'hoantoù.


Pa gousko ur vaouez gant un den a zeuio dioutañ sper kediadenn, en em walc’hint en dour, hag e vint dic’hlan betek an noz.


C'hoantaat a reont parkeier hag o c'hemeront, tiez hag o skrapont. Gwaskañ a reont an den hag e diegezh, an den hag e hêrezh.


Israel a chomas e Sitim, hag ar bobl en em lakaas da c'hastaouiñ gant merc'hed Moab.


Rak eus ar galon e teu ar soñjoù fall, ar muntroù, an avoultriezh, ar gastaouerezh, al laeroñsioù, ar falstestenioù, an droukkomzoù.


Hag e lavaras dezho: Diwallit gant evezh diouzh ar bizhoni, rak un den n’en deus ket ar vuhez diouzh puilhentez e vadoù.


Ar farizianed, hag a oa tud pizh, a selaouas kement-se hag a reas goap anezhañ.


met skrivañ dezho en em virout diouzh pep saotr an idoloù, diouzh ar c’hadaliezh, diouzh al loened mouget ha diouzh ar gwad.


Ne’m eus c’hoantaet nag arc’hant, nag aour, na dilhad eus den.


Bez’ ez int leuniet a bep direizhder, a loustoni, a fallentez, a bizhoni, a dromplerezh, a warizi, a vuntroù, a dabutoù, a widre, a fallagriezh,


evit ma tegemerot anezhi en Aotrou evel ma tere ouzh ar sent ha ma sikourot anezhi en holl draoù he defe ezhomm ac’hanoc’h, rak sikouret he deus meur a hini hag ivez me va-unan.


Na roit ket hoc’h izili d’ar pec’hed evit bezañ binvioù a zireizhder, met en em roit hoc’h-unan da Zoue evel tud deuet eus ar marv d’ar vuhez, ha roit hoc’h izili evel binvioù a reizhder evit Doue.


Na reomp ket a hudurniezh evel ma reas traoù hudur hiniennoù anezho, hag e kouezhas tri mil warn-ugent anezho en hevelep devezh.


Klevout a reer lavarout a bep tu ez eus en ho touez gadaliezh, hag ur c’hadaliezh ken bras ma n’eo ket anvet zoken e-touez ar baganed. Evel-se unan ac’hanoc’h en deus kemeret gwreg e dad.


Ar boued a zo evit ar c’hof hag ar c’hof evit ar boued, met Doue a zistrujo an eil hag egile. Hogen ar c’horf n’eo ket evit an hudurniezh met evit an Aotrou, hag an Aotrou evit ar c’horf.


Tec’hit diouzh an hudurniezh. Kement pec’hed a ra un den a zo er-maez eus ar c’horf, met an hini a ra hudurniezh a bec’h a-enep e gorf e-unan.


hag o tistreiñ d’ho kavout, na rofe Doue din mezh en ho touez, na’m befe da ouelañ war meur a hini eus ar re o deus pec’het diagent ha n’o deus ket bet keuz eus an dic’hlanded, eus an hudurniezh hag eus ar c’hadaliezh o deus graet.


Rak mezhus eo zoken lavarout ar pezh a reont e kuzh,


Rak anavezout a rit kement-mañ, penaos den gadal ebet, pe hudur, pe gwallc’hoantek hag a zo un idolour, n’en deus lod en hêrezh rouantelezh Krist ha Doue.


Lakait evezh hepken d’en em ren en un doare dellezek eus Aviel Krist, evit, pe e teuin d’ho kwelout pe e vin ezvezant, ma klevin lavarout ac’hanoc’h e talc’hit start en un hevelep spered da stourm gant un hevelep ene evit feiz an Aviel,


Lakait eta da vervel en hoc’h izili ar pezh a zalc’h d’an douar, ar c’hadaliezh, an hudurniezh, an drouksoñjoù, an droukc’hoantoù, ar pizhoni a zo idolerezh,


Setu amañ a-dra-sur bolontez Doue: Ra viot santelaet, ra en em diwallot diouzh an hudurniezh,


Rak Doue n’en deus ket hor galvet d’an dic’hlanded met d’ar santelezh.


met gant oberoù mat, evel ma tere ouzh gwragez hag a emouestl da servijañ Doue.


nann techet d’ar gwin, na taer, na douget d’ar gounid dizonest, met habask, pell eus an tabutoù, hep pizhoni,


Rak karantez an arc’hant eo gwrizienn an holl drougoù. Hiniennoù o vezañ dalc’het ganti, a zo en em zistroet diouzh ar feiz hag en em daolet o-unan er brasañ poanioù.


Rak an dud en em garo o-unan, a garo an arc’hant, a vo fougeüs, otus, mallozherien, disent ouzh o zadoù hag o mammoù, dizanaoudek, disantel,


Ret eo serriñ o genoù dezho. Diskar a reont tiegezhioù a-bezh, en ur gelenn evit ur gounid mezhus ar pezh na zere ket.


Rak ret eo e vefe an eskob didamall evel merour aferioù Doue, ha ne vefe nag ourgouilhus, na taer, na techet d’ar gwin, na feuls, na douget da ur gounid dizonest,


ra o devo ivez ar gwragez oadet an diavaez a zere ouzh ar santelezh, ra ne vint na droukkomzerezed, na re dechet d’ar gwin, ra gelennint ar mad,


ha ra ne vo gastaouer ebet na zisakr ebet evel Ezaü, a werzhas e zroed a vab henañ evit ur meuz.


Gwelet em eus er preizh ur vantell gaer a Shinear, daou c'hant sikl arc'hant, hag un dolzenn aour a hanter-kant sikl a bouez. O droukc'hoantaet em eus hag o c'hemeret, ha setu, an traoù-se a zo kuzhet en douar e-kreiz va zeltenn, hag emañ an arc'hant dindan.


Mesait deñved Doue a zo en ho touez o veilhañ warno, nann dre heg met a volontez vat, nann evit ur gounid mezhus met a c’hrad vat,


dreist-holl ar re a gerzh hervez ar c’hig e c’hoantidigezh an hudurniezh hag e dispriz ar galloud. Rok hag hardizh, e tismegañsont hep aon ar gloarioù,


O daoulagad a zo leun a avoultriezh, ne baouezont ket da bec’hiñ, o klask da eren an eneoù n’int ket diazezet mat, o c’halon a zo roet d’an droukc’hoant, bez’ ez int bugale a vallozh.


Dre zroukc’hoant e korvoint ac’hanoc’h gant gerioù touellus, met abaoe pell amzer ne ehan o c’hondaonidigezh da dostaat hag o c’hollidigezh ne chom ket morgousket.


Met traoù bennak am eus a-enep dit: bez’ ec’h eus aze tud hag a zalc’h kelennadurezh Balaam, a zeske da Valag lakaat ur maen-kouezh dirak mibien Israel evit ma tebrjent traoù aberzhet d’an idoloù ha ma kouezhjent er c’hadaliezh.


Roet em eus amzer dezhi evit m’he defe keuz eus he gadaliezh, met n’eo ket fellet dezhi kaout keuz.


Met evit ar re zidalvez, ar re ziskredik, ar re euzhus, ar vuntrerien, ar c’hastaouerien, ar strobinellerien, an idolourien hag an holl c’haouiaded, o lod a zo er stank o teviñ gant tan ha soufr, ar pezh a zo an eilvet marv.


Met er-maez e vo ar chas, ar sorserien, ar re hudur, ar vuntrerien, an idolourien, ha piv bennak a gar hag a ra ar gaou.


N’o doe ket keuz eus o muntroù, nag eus o sorserezhioù, nag eus o hudurnez, nag eus o laeroñsioù.


Met e vibien ne gerzhent ket war e hent, ha treiñ a raent diwarnañ evit klask ar gounid, hag e tegemerent donezonoù, hag e wallsient ar gwir.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos