Hag e lavarjont an eil d'egile: E gwirionez kablus omp e-keñver hor breur, rak gwelet hon eus enkrez e ene pa c'houlenne ouzhimp trugarez ha n'hon eus ket e selaouet. Setu perak an enkrez-mañ a zo en em gavet ganeomp.
Balaam a lavaras da ael an AOTROU: Pec'het em eus rak ne ouien ket en em zalc'hes a-enep din war an hent. Ha bremañ, mar displij kement-se dit, e tistroin.
Gwelet em eus er preizh ur vantell gaer a Shinear, daou c'hant sikl arc'hant, hag un dolzenn aour a hanter-kant sikl a bouez. O droukc'hoantaet em eus hag o c'hemeret, ha setu, an traoù-se a zo kuzhet en douar e-kreiz va zeltenn, hag emañ an arc'hant dindan.
Saül a lavaras da Samuel: Pec'het em eus, rak ne'm eus ket sentet ouzh gourc'hemenn an AOTROU hag ouzh da gomzoù, aon am boa rak ar bobl, hag em eus sentet ouzh o mouezh.
Saül a lavaras: Pec'het em eus, met bremañ mar plij, ro enor din dirak henaourien va fobl ha dirak Israel; distro ganin, hag e stouin dirak an AOTROU da Zoue.