P'en devo roet diskuizh an AOTROU da Zoue dit eus da holl enebourien tro-war-dro, er vro a ro dit an AOTROU da Zoue evel hêrezh evit he ferc'hennañ, e tiverki eñvor Amalek a-zindan an neñv. N'ankounac'ha ket!
Gwelet em eus er preizh ur vantell gaer a Shinear, daou c'hant sikl arc'hant, hag un dolzenn aour a hanter-kant sikl a bouez. O droukc'hoantaet em eus hag o c'hemeret, ha setu, an traoù-se a zo kuzhet en douar e-kreiz va zeltenn, hag emañ an arc'hant dindan.