Furchet ec'h eus va holl draoù ha petra ac'h eus kavet eus holl draoù da di? Laka anezho amañ dirak va breudeur ha da vreudeur, ha ma varnint etrezomp hon daou.
Jozue, hag holl Israel gantañ, a gemeras Akan mab Zerak, an arc'hant, ar vantell, an dolzenn aour, e vibien hag e verc'hed, e ejened, e ezen, e zeñved, e deltenn ha kement a oa dezhañ, hag e rejont dezho pignat da draonienn Akor.