Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Pêr 2:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 O vezañ kuitaet an hent eeun, en em gollet int o heuliañ hent Balaam mab Beor, a garas gopr an direizhder,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

15 goude beza dilezet an hent eün, a zo en em gollet, oc’h heuil hent Balaam, mab Bosor, hag a garaz gopr an injustis, mes pehini a oe gourdrouzet divarben he fallentez;

Ver Capítulo Copiar




2 Pêr 2:15
21 Referencias Cruzadas  

Hag e respontas: Ne'm eus ket trubuilhet Israel, met te eo ha ti da dad, dre ma hoc'h eus dilezet gourc'hemennoù an AOTROU, ha ma'z out aet war-lerc'h ar Baaloù.


Hag e respontas: Gwall fromet on bet gant gwarizi evit an AOTROU, Doue an armeoù, rak mibien Israel o deus dilezet da emglev, diskaret o deus da aoterioù, lazhet o deus da brofeded dre ar c'hleze, me a zo chomet va-unan, hag e klaskont va buhez evit he lemel diganin.


dre ma ne oant ket deuet en arbenn da vibien Israel gant bara ha dour, met o doa paeet Balaam a-enep dezho, evit o milligañ. Met hon Doue a droas ar vallozh e bennozh.


An dud a zilez al lezenn a veul ar re zrouk, met an dud a vir al lezenn a stourm outo.


Ha me ivez, va lagad n'esperno ket, hag e vin didruez, hag e lakain o hentoù war o fenn.


Efraim a lavaro: Petra am eus d'ober c'hoazh gant an idoloù? Me a selaouo anezhañ hag a sello outañ, me a vo evitañ evel ur siprezenn c'hlas, diouzhin eo e teuio da frouezh.


Va fobl, az pez soñj eta eus ar pezh a c'hoantaas Balag roue Moab, hag ar pezh a respontas dezhañ Balaam mab Beor, hag ar pezh am eus graet a-dal Sitim betek Gilgal, evit ma'c'h anavezi oberoù reizh an AOTROU.


An azenez a welas ael an AOTROU en em zalc'he war an hent, e gleze dic'houinet en e zorn. An azenez a zistroas eus an hent hag a yeas er parkeier. Balaam a skoas gant an azenez evit he lakaat da zistreiñ war an hent.


An AOTROU a zigoras genoù an azenez, a lavaras da Valaam: Petra am eus graet di, ma ec'h eus skoet ganin teir gwech?


Ael an AOTROU a lavaras: Perak ec'h eus skoet gant da azenez teir gwech? Setu ez on deuet evit enebiñ ouzhit, rak un hent fall dirazon a heuliez.


Setu, int eo ar re o deus roet lec'h da vibien Israel, diouzh komzoù Balaam, d'ober un torfed a-enep an AOTROU en afer Peor, ar pezh a dennas ur gouli war vodadenn an AOTROU.


Gallet e vije bet gwerzhañ ker ar c’hwezh-vat-se ha reiñ an arc’hant d’ar beorien.


Hemañ o vezañ prenet ur park gant gopr an torfed, a zo kouezhet d’an traoñ, freuzet eo bet dre greiz e gorf hag e holl vouzelloù a zo en em stlabezet.


hag a lavaras: O te, leun a bep tromplerezh hag a bep fallentez, mab an diaoul, enebour da bep reizhder, ha ne baouezi ket da zireizhañ hentoù eeun an Aotrou?


o resev ar gopr eus o direizhder. Karout a reont bezañ bemdez er plijadurioù, bez’ ez int saotr hag hudurniezh o kemer plijadur en o zromplerezh o-unan pa zebront asambles ganeoc’h.


Gwalleur dezho! Rak heuliet o deus hent Kain, en em daolet int e diheñchadur Balaam, karantez ar gounid, kollet int en enebiezh Kore.


Met traoù bennak am eus a-enep dit: bez’ ec’h eus aze tud hag a zalc’h kelennadurezh Balaam, a zeske da Valag lakaat ur maen-kouezh dirak mibien Israel evit ma tebrjent traoù aberzhet d’an idoloù ha ma kouezhjent er c’hadaliezh.


Evidon-me, pell diouzhin a bec'hiñ a-enep an AOTROU hag a baouez da bediñ evidoc'h. Met kelenn a rin deoc'h an hent mat hag eeun.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos