Jozue 12:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned ha war ar blaenenn betek ar Mor Kinnered war-zu ar sav-heol, ha betek mor ar blaenenn, a zo Mor an Holen, er sav-heol war hent Bet-Jeshimod, ha war-zu ar c'hreisteiz betek traoñ ar Pisga. |
Distrujañ a reas ar c'hêrioù-se, ar blaenenn a-bezh, holl dud ar c'hêrioù hag ar pezh a gresk war an douar.
Ben-Hadad a selaouas ouzh ar roue Asa, hag e kasas pennoù e arme a-enep kêrioù Israel. Hag e skojont war Ijon, Dan, Abel-Bed-Maaka, Kinnerod a-bezh, hag holl vro Neftali.
en abeg da-se e tigoran kostez Moab, an hini ouzh he c'hêrioù, he c'hêrioù-harz, kaerder ar vro, Bet-Jeshimod, Baal-Meon, Kirjataim,
eus Bamod d'an draonienn a zo e douar Moab, etrezek lein ar Pisga, pa seller war-zu an distro.
an harz a ziskenno eus Shefam da Ribla, ouzh ar reter eus Ain; neuze an harz a ziskenno hag a dizho aodoù ar Mor Kinnered war-zu ar sav-heol;
hag ar blaenenn bevennet gant ar Jordan, adalek Kinnered betek mor ar blaenenn, Mor an Holen, e traoñ ar Pisga, war-zu ar sav-heol.
hag an holl blaenenn en tu-mañ d'ar Jordan, d'ar sav-heol, betek mor ar blaenenn e traoñ ar Pisga.
hag ar rouaned a oa o chom en hanternoz, er menez, er blaenenn e kreisteiz Kinnered, en draonienn, war grec'hioù Dor war-zu ar c'huzh-heol,
An harz kreisteiz a yae eus penn Mor an Holen, adalek ar vrec'h a sell war-zu ar c'hreisteiz,
An harz reter a oa Mor an Holen betek genoù ar Jordan. An harz hanternoz a yae eus brec'h ar mor a zo e genoù ar Jordan;
an doureier a ziskenne eus krec'h a chomas a-sav, en ur bern, pell bras, tost da gêr Adam a zo eus tu Zartan, hag a re a ziskenne war-zu mor ar blaenenn, Mor an Holen, a voe troc'het holl. Hag ar bobl a dremenas a-dal da Jeriko.