en tu-mañ d'ar Jordan, en draonienn, a-dal da Vet-Peor, e bro Sihon, roue an Amoreaned, a oa o chom en Hesbon hag a voe pilet gant Moizez ha gant mibien Israel goude ma oant aet kuit eus an Ejipt.
ha war ar blaenenn betek ar Mor Kinnered war-zu ar sav-heol, ha betek mor ar blaenenn, a zo Mor an Holen, er sav-heol war hent Bet-Jeshimod, ha war-zu ar c'hreisteiz betek traoñ ar Pisga.
hag holl gêrioù ar blaenenn, hag holl rouantelezh Sihon roue an Amoreaned a rene en Hesbon; Moizez a bilas anezhañ gant priñsed Madian, Evi, Rekem, Zur, Hur ha Reba, a oa e dalc'h Sihon hag a oa o chom er vro.