Rak eus Jeruzalem e teuio un nemorant, hag eus Menez Sion un nebeud tud. Gwarizi AOTROU an armeoù a raio kement-se.
Joel 2:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An AOTROU a zo gwarizius evit e vro, ha trugarezus e-keñver e bobl. |
Rak eus Jeruzalem e teuio un nemorant, hag eus Menez Sion un nebeud tud. Gwarizi AOTROU an armeoù a raio kement-se.
Evel m'en deus un tad truez ouzh e vibien, en deus an AOTROU truez ouzh ar re a zouj anezhañ,
Met madelezh an AOTROU a zo a bep amzer ha da viken evit ar re a zouj anezhañ, hag e reizhder evit mibien o mibien,
Rak eus Jeruzalem e teuio un nemorant, hag eus Menez Sion un nebeud tud. Gwarizi AOTROU an armeoù a raio kement-se.
An AOTROU a zeu er-maez evel un den kreñv, atizañ a ra e c'hred evel un den a vrezel, leuskel a ra kriadennoù ha youc'hadennoù, trec'hiñ a ra war e enebourien.
Mibien an diavaezidi a adsavo da vogerioù hag o rouaned a vo da servijerien, rak em fulor em boa skoet warnout, met em zrugarez em eus truez ouzhit.
Sell eus an neñvoù ha gwel eus da chomlec'h santel ha glorius: Pelec'h emañ da c'hred ha da nerzh, estlamm da galon ha da drugarez em c'heñver? Hag e vefent en em dennet?
En o holl enkrezioù eo bet enkrezet, ael e zremm en deus o dieubet, eñ e-unan en deus o dasprenet en e garantez hag en e drugarez, o harpet en deus, o douget en deus en deizioù a wechall.
Efraim, ha n'eo ket evidon ur mab karet? Ha ne'm eus ket lakaet ennañ va holl levenez? Rak adalek ma komzan diwar e benn, atav em eus soñj anezhañ. Setu perak va c'hreizon a zo fromet en e geñver, hag a-dra-sur em bo truez outañ, eme an AOTROU.
Neuze an ael a gomze ouzhin a lavaras din: Kri ha lavar: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Fromet on evit Jeruzalem hag evit Sion gant ur warizi vras,
Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Gwarizius on bet evit Sion eus ur warizi vras, gwarizius on bet eviti gant ur fulor bras.
Sevel a reas hag ez eas da gavout e dad. Evel ma oa c’hoazh pell, e dad a welas anezhañ hag en doe truez outañ; o teredek, e lamas d’e c’houzoug hag e pokas dezhañ.
An AOTROU a varno e bobl, met ouzh e servijerien en devo truez, pa welo ez eo aet o nerzh, ha n'eus den ken, na re zalc'het na re zieubet.
Broadoù, laouenait gant e bobl! Rak e veñjo gwad e servijerien, e tenno veñjañs eus e enebourien, hag e raio dic'haou evit e zouar hag evit e bobl.
Setu, e tisklêriomp benniget ar re o deus gouzañvet gant dalc’hidigezh. Klevet hoc’h eus komz diwar-benn pasianted Job, ha ec’h anavezit an diwezh en deus roet an Aotrou dezhañ, rak an Aotrou a zo leun a drugarez hag a druez.
Hag e lamjont eus o zouez an doueoù diavaeziek, evit servijañ an AOTROU. Truez en doe en e galon dirak glac'har Israel.