Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Zakaria 8:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Gwarizius on bet evit Sion eus ur warizi vras, gwarizius on bet eviti gant ur fulor bras.

Ver Capítulo Copiar




Zakaria 8:2
12 Referencias Cruzadas  

Reoù eus Manase ivez a yeas da Zavid, pa zeuas gant ar Filistined d'ober brezel a-enep Saül mab Kish. Met ne sikourjont ket anezho, rak priñsed ar Filistined, goude bezañ en em guzuliet, en kasas kuit en ur lavarout: Tremen a raio d'e aotrou Saül, war-var hor pennoù.


Gwisket en deus ar reizhder evel un hobregon, ha tokarn ar silvidigezh war e benn, gwisket en deus ar veñjañs evel un dilhad, hag e oa goloet gant ar warizi evel gant ur vantell.


Sell eus an neñvoù ha gwel eus da chomlec'h santel ha glorius: Pelec'h emañ da c'hred ha da nerzh, estlamm da galon ha da drugarez em c'heñver? Hag e vefent en em dennet?


An AOTROU a zo gwarizius evit e vro, ha trugarezus e-keñver e bobl.


An AOTROU a zo un Doue gwarizius ha veñjer. En em veñjiñ a ra an AOTROU, hag ar fulor a zo e c'hourc'hemenn. En em veñjiñ a ra an AOTROU eus e enebourien, hag e vir e gounnar ouzh e eneberien.


Piv a bado dirak e fulor? Piv a zalc'ho en e sav dirak tan e gounnar? E fulor en em skuilh evel un tan, hag ar reier a zo bruzunet dirazañ.


Komz AOTROU an armeoù a voe disklêriet din o lavarout:


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos