Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Zakaria 1:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Neuze an ael a gomze ouzhin a lavaras din: Kri ha lavar: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Fromet on evit Jeruzalem hag evit Sion gant ur warizi vras,

Ver Capítulo Copiar




Zakaria 1:14
19 Referencias Cruzadas  

Rak eus Jeruzalem e teuio un nemorant, hag eus Menez Sion un nebeud tud. Gwarizi AOTROU an armeoù a raio kement-se.


Lavaret en doa Ezekiaz: Petra a vo da arouez din ma pignin da di an AOTROU?


Frealzit, frealzit va fobl, eme ho Toue.


Komzit ouzh Jeruzalem hervez he c'halon, ha youc'hit dezhi ez eo echuet hec'h amzer a vrezel, ez eo pardonet he direizhder, hag he deus bet digant dorn an AOTROU div wech ar boan eus he mankoù.


Ur vouezh a lavar: Youc'h! Hag e voe respontet: Petra a youc'hin? Pep kig a zo evel ar geot, hag e holl gaerded evel bleuñv ar parkeier.


An AOTROU a zeu er-maez evel un den kreñv, atizañ a ra e c'hred evel un den a vrezel, leuskel a ra kriadennoù ha youc'hadennoù, trec'hiñ a ra war e enebourien.


Gwisket en deus ar reizhder evel un hobregon, ha tokarn ar silvidigezh war e benn, gwisket en deus ar veñjañs evel un dilhad, hag e oa goloet gant ar warizi evel gant ur vantell.


Sell eus an neñvoù ha gwel eus da chomlec'h santel ha glorius: Pelec'h emañ da c'hred ha da nerzh, estlamm da galon ha da drugarez em c'heñver? Hag e vefent en em dennet?


An Aotrou en deus kaset ur gomz da Jakob, kouezhet eo war Israel.


en abeg da-se, evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: A-dra-sur, e tan va gwarizi em eus komzet a-enep ar broadoù all hag a-enep Edom, o deus en em roet dezho o-unan va bro da berc'hennañ, gant levenez en o c'halon ha dismegañs en o ene, evit ober anezhi un douar digor d'ar preizh.


Penaos e tilezin ac'hanout, Efraim? Penaos e teroin ac'hanout, Israel? Hag e rin dit evel da Adma? Hag e lakain ac'hanout evel Zeboim? Va c'halon a zo trefuet em c'hreiz, va holl druezioù a zo fromet.


An AOTROU a zo gwarizius evit e vro, ha trugarezus e-keñver e bobl.


An AOTROU a zo un Doue gwarizius ha veñjer. En em veñjiñ a ra an AOTROU, hag ar fulor a zo e c'hourc'hemenn. En em veñjiñ a ra an AOTROU eus e enebourien, hag e vir e gounnar ouzh e eneberien.


Hag an AOTROU a respontas komzoù mat, komzoù frealzus, d'an ael a gomze ouzhin.


Kri c'hoazh o lavarout: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Va c'hêrioù a vo c'hoazh leun a vadoù, hag an AOTROU a frealzo c'hoazh Sion, hag a zibabo c'hoazh Jeruzalem.


Lavarout a ris: Va Aotrou, piv int? Hag an ael a gomze ouzhin a lavaras din: Mont a ran da ziskouez dit petra eo an traoù-se.


Goude-se an ael a gomze ouzhin a zistroas davedon hag am dihunas, evel un den a zo dihunet eus e gousked,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos