Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




S. Jakes 5:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Setu, e tisklêriomp benniget ar re o deus gouzañvet gant dalc’hidigezh. Klevet hoc’h eus komz diwar-benn pasianted Job, ha ec’h anavezit an diwezh en deus roet an Aotrou dezhañ, rak an Aotrou a zo leun a drugarez hag a druez.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

11 Setu aman, istim a reomp eürus ar re ho deuz souffret gant patianted; klevet hoc’h euz komz euz a batianted Job, hag anaoud a rit ar fin a roaz an Aotrou dezhan; rag an Aotrou a zo leun a drugarez hag a druez.

Ver Capítulo Copiar




S. Jakes 5:11
53 Referencias Cruzadas  

David a respontas da C'had: Me a zo en un enkrez bras. Ra gouezhin bremañ etre daouarn an AOTROU , rak e drugarezioù a zo bras-meurbet, ha ma ne gouezhin ket etre daouarn an dud.


Rak mar distroit d'an AOTROU, ho preudeur hag ho mibien a gavo trugarez e-kichen ar re o deus o zapet evit an harlu, hag e tistroint d'ar vro-mañ, rak an AOTROU ho Toue a zo truezus ha trugarezus, ha ne zistroio ket e zremm diouzhoc'h, mar troit davetañ.


N'eo ket fellet dezho sentiñ ha n'o deus ket bet soñj eus ar burzhudoù az poa graet en o c'heñver. Met e reudjont o gouzoug, hag en o disentidigezh, e tibabjont ur penn evit distreiñ d'ar sklavelezh. Met te a zo un Doue a bardon, trugarezus ha truezus, gorrek da gounnariñ ha fonnus e madelezh, ha ne'c'h eus ket o dilezet.


Koulskoude, hervez da drugarez vras, ne'c'h eus ket o c'haset da netra, ha ne'c'h eus ket o dilezet, rak te a zo un Doue trugarezus ha truezus.


Bez' e oa e bro Uz un den anvet Job. An den-se a oa gwirion hag eeun, a zouje Doue hag a zistroe diouzh an droug.


Seizh mab ha teir merc'h a oa bet ganet dezhañ.


Met e lavaras dezhi: Komz a rez evel ur wreg diskiant. Resev a reomp ar mad a-berzh Doue, ha ne resevfemp ket ar gwalleur? E kement-se holl, Job ne bec'has ket dre e vuzelloù.


Anavezout a ra an hent am eus heuliet, ra amprouo ac'hanon, hag e teuin er-maez evel aour.


Evel m'en deus un tad truez ouzh e vibien, en deus an AOTROU truez ouzh ar re a zouj anezhañ,


An AOTROU a zo truezus ha trugarezus, gorrek da gounnariñ, fonnus e madelezh.


An AOTROU a zo truezus ha reizh, hon Doue a ra trugarez.


Sell ouzhin ha kemer truez ouzhin, evel ma ec'h eus ar c'hiz d'ober e-keñver ar re a gar da anv.


An AOTROU a zo trugarezus ha truezus, gorrek da gounnariñ, fonnus e madelezh.


Evesha an den eeun, sell ouzh an den reizh, rak bez' ez eus un dazont evit an den a beoc'h.


D'ar mestr-kaner; salm David.


Met eñ, trugarezus, a bardone o zorfed ha n'o distruje ket. Alies e tistroe diouzh e gounnar ha ne zihune ket e holl fulor.


Met te, Aotrou, a zo un Doue truezus ha trugarezus, gorrek da gounnariñ, fonnus e madelezh hag e fealded.


Rak, Aotrou, te a zo mat hag hegarat, leun a vadelezh evit an holl re a c'halv ac'hanout.


Eürus eo an den a gastizez, o AOTROU, an hini a zeskez dre da lezenn,


An AOTROU a dremenas dirazañ hag a grias: An AOTROU , an AOTROU! An Doue trugarezus ha truezus, gorrek da gounnariñ, fonnus e madelezh hag e fealded,


Gwelloc'h eo diwezh un dra eget he fenn-kentañ. Gwelloc'h eo ur spered habask eget ur spered lorc'hus.


Embann a rin madelezhioù an AOTROU, meuleudioù an AOTROU, evit an holl vadoberoù en deus sevenet evidomp an AOTROU, hag evit fonnusted e vadelezh en deus sevenet evit ti Israel, en e drugarez hag e braster e garantez.


En o holl enkrezioù eo bet enkrezet, ael e zremm en deus o dieubet, eñ e-unan en deus o dasprenet en e garantez hag en e drugarez, o harpet en deus, o douget en deus en deizioù a wechall.


Madelezhioù an AOTROU eo ned omp ket aet da get, e drugarezioù n'int ket echuet.


D'an Aotrou hon Doue eo an drugarez hag ar pardon, rak ni a zo en em savet a-enep dezhañ.


Rogit ho kalonoù ha nann ho tilhad, distroit d'an AOTROU ho Toue, rak trugarezus ha truezus eo, gorrek da gounnariñ ha pinvidik e madelezh, ha keuz en deus da vezañ kaset glac'har.


Hag e pedas an AOTROU o lavarout: AOTROU! Ha n'eo ket-se a lavaren pa oan c'hoazh em bro? En abeg da-se eo e felle din da gentañ tec'hout da Darsiz. Rak gouzout a raen ez out un Doue trugarezus ha truezus, gorrek da gounnariñ ha fonnus e madelezh, hag ec'h eus keuz d'an droug.


Piv a zo un Doue heñvel ouzhit, hag a bardon an direizhder hag a dremen dreist pec'hed an nemorant eus e hêrezh? Ne vir ket da viken e gounnar, rak trugarez a blij dezhañ.


An AOTROU a zo gorrek da gounnariñ ha fonnus e madelezh, pardoniñ a ra an direizhder hag an disentidigezh, met ne zalc'h ket an hini kablus evit didamall, hag e kastiz fazioù an tadoù war o mibien betek an trede hag ar pevare rumm.


Kasaet e viot gant an holl abalamour da’m anv, met an hini a gendalc’ho betek ar fin a vo salvet.


hag e drugarez en em astenn a oad en oad war ar re a zouj anezhañ.


Rak an neb a c’houlenn, a resev; an neb a glask, a gav; an neb a sko, e vez digoret dezhañ.


Bezit eta trugarezus, evel ma’z eo ivez ho Tad trugarezus.


Pe disprizañ a rez pinvidigezhioù e vadelezh, e basianted hag e hir gortozidigezh, hep anavezout e c’halv madelezh Doue ac’hanout d’ar geuzidigezh?


da veuleudigezh gloar e c’hras, en deus roet deomp drezi da vezañ degemeret er C’haret-mat.


Met Doue, hag a zo pinvidik e trugarez, abalamour d’ar garantez vras en deus hor c’haret ganti,


Evidomp-ni, n’omp ket eus ar re en em denn kuit evit en em goll, met eus ar re o deus ar feiz evit silvidigezh o ene.


Rak deuet omp da vezañ lodennek e Krist, gant ma virimp start betek an diwezh hor fiziañs kentañ,


met Krist a zo bet lakaet evel Mab da vestr war e di, ha ni eo e di, gant ma virimp betek an diwezh ar fiziañs start hag an esperañs a dennomp gloar diouti.


Eürus an den a c’houzañv an temptadur, rak goude bezañ bet amprouet, e resevo ar gurunenn a vuhez en deus an Aotrou prometet d’ar re a gar anezhañ.


Va breudeur, sellit evel ul levenez vras an temptadurioù a bep seurt en em gav ganeoc’h,


Dre-se gourizit divgroazell ho klevidigezh, bezit poellek, gortozit gant un esperañs peurvat ar c’hras a vo degaset deoc’h da emziskuliadur Jezuz-Krist,


Ha zoken pa c’houzañvfec’h evit ar reizhder, e vefec’h eürus. N’ho pet ket a aon rak ar spont o deus c’hoant da ober deoc’h ha na vezit ket nec’het,


an Aotrou a oar mirout eus an amprouenn ar re a zouj anezhañ ha derc’hel ar re zireizh da vezañ kastizet da zeiz ar varn,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos