Gwragez diskiant, savit, selaouit ouzh va mouezh! Merc'hed dibalamour, roit ho skouarn da'm ger!
Jeremiaz 9:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak ur vouezh hirvoudus a vez klevet eus Sion: Penaos omp bet distrujet? Goloet omp a vezh, rak dilezel a reomp ar vro hag eo diskaret hon teltennoù! |
Gwragez diskiant, savit, selaouit ouzh va mouezh! Merc'hed dibalamour, roit ho skouarn da'm ger!
Hag an AOTROU a lavaras din: Pa en em zalc'hfe Moizez ha Samuel dirazon, va ene ne vefe ket douget etrezek ar bobl-mañ. Kas anezho kuit a-zirak va dremm, ma'z aint kuit.
Setu e pign evel koumoul, e girri a zo evel ur gorventenn, e gezeg a zo skañvoc'h eget an erered. Gwalleur deomp! An distruj a zo warnomp!
Distruj war zistruj a zo embannet, rak an holl vro a zo gwastet. Va zeltennoù a zo gwastet a-daol-trumm, ha va zinelloù en ur par berr.
Me a zistaolo ac'hanoc'h a-zirak va dremm, evel ma em eus distaolet hoc'h holl vreudeur, holl lignez Efraim.
Touz da vlev ha taol anezho pell, ha disklêr ur werz war an tosennoù, rak an AOTROU en deus taolet kuit ha dilezet rummad e gounnar.
Youc'hal a raed dezho: En em dennit! Dic'hlan! En em dennit, en em dennit! Na stokit ket! War dec'h, e oant o kerzhout amañ hag ahont, hag e veze lavaret e-touez ar broadoù: N'o devo ken chomlec'h ebet.
Ra ne zislonko ket ac’hanoc’h an douar en ur saotrañ anezhañ, evel m’en deus dislonket ar bobl a oa araozoc’h.
Mirout a reot va holl reolennoù ha va holl varnedigezhioù, hag e reot hervezo, evit na zislonko ket ac’hanoc’h ar vro e kasan ac’hanoc’h da chom enni.
Savit ha kerzhit! Rak n'emañ ket amañ lec'h ho tiskuizh, en abeg d'an hudurnez, an distruj a ziskaro, un distruj rust.
En deiz-se e raint ur c'hrennlavar diwar ho penn, hag e huanadint gant ur garm truezus o lavarout: Graet eo! Distrujet omp holl! Kemmet en deus lodenn va fobl! Penaos e kemero anezhi diouzhin? Lodennet en deus hor parkeier da dud dizoue!
hag e tastorni e-kreiz an deiz evel ma tastorn an dall en deñvalijenn, ne ri ket berzh ez hentoù, heskinet ha dibourc'het e vi bepred, ha ne vo den ebet da zieubiñ ac'hanout.