28 Ra ne zislonko ket ac’hanoc’h an douar en ur saotrañ anezhañ, evel m’en deus dislonket ar bobl a oa araozoc’h.
Rak ur vouezh hirvoudus a vez klevet eus Sion: Penaos omp bet distrujet? Goloet omp a vezh, rak dilezel a reomp ar vro hag eo diskaret hon teltennoù!
Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Peogwir e vez lavaret deoc'h: Debriñ a rez tud, ha distrujet ec'h eus da vroad,
Mab an den, re di Israel, pa oant o chom en o bro, o deus e saotret dre o hent hag o oberoù. O hent a zo deuet da vezañ dirazon evel dic'hlanded ur wreg e mare saotradur he mizioù.
An douar a zo bet saotret hag e kastizin o direizhder; an douar a zislonko e annezidi.
Rak en holl draoù euzhus-se a zo bet graet gant tud ar vro hag a zo bet araozoc’h, hag an douar a zo bet saotret.
Ar re holl a raio unan bennak eus an traoù euzhus-se a vo lamet eus o fobl.
Mirout a reot va holl reolennoù ha va holl varnedigezhioù, hag e reot hervezo, evit na zislonko ket ac’hanoc’h ar vro e kasan ac’hanoc’h da chom enni.
Gouzout a reomp penaos betek vremañ an holl grouadelezh a huanad hag a c’houzañv gwentloù ar gwilioud,
Evel-se, dre ma’z out klouar na yen na tomm, e c’hwedin ac’hanout eus va genoù.