ac'h eus roet dre da servijerien ar brofeded, o lavarout: Ar vro ma'z it enni evit he ferc'hennañ, a zo ur vro saotret dre saotradur pobloù ar broioù-se, leuniet eo bet gant o euzhusterioù, adalek ur penn bete ar penn all, gant o hudurniezh.
Rak setu, dont a ra an AOTROU er-maez eus e chomlec'h, evit kastizañ drougiezh tud an douar. Hag an douar a ziskouezo ar gwad bet skuilhet warnañ, ha ne guzho ket ken e re lazhet.
Evel-henn e komz an AOTROU diwar-benn ar bobl-mañ: Karout a reont mont amañ hag ahont, ne harzont ket ouzh o zreid, hag an AOTROU n'en em blij ket ganto, soñj en deus bremañ eus o direizhder hag e kastiz o fec'hedoù.
Hag e roin dezho da gentañ an daougement eus o direizhder hag eus o fec'hed, dre ma o deus saotret va douar ha leuniet va hêrezh gant korfoù marv o zraoù kasaus ha gant o euzhusterioù.
Rak em eus ho lakaet da vont da ur vro a liorzhoù, evit ma tebrot he frouezh hag he madoù, met kerkent ha ma'z oc'h aet enni hoc'h eus saotret va bro, hag hoc'h eus graet un euzhusted eus va hêrezh.
Setu perak evel-henn e komz an AOTROU, Doue Israel, diwar-benn ar vêsaerien a beur va fobl: Stlabezet hoc'h eus va deñved, o c'haset hoc'h eus kuit, n'hoc'h eus ket graet war o zro. Setu ez an d'ober war ho tro en abeg da zrougiezh hoc'h oberoù, eme an AOTROU.
Hag e kastizin anezhi evit deizioù ar Baaloù, pa lakae da vogediñ evito, pa en em fiche gant he lagadennoù hag he c'helc'hennoù, pa'z ae war-lerc'h hec'h amourouzien ha va ankounac'hae, eme an AOTROU.
En aberzhoù a ginnigont din, ec'h aberzhont kig, hag e tebront anezhañ, met an AOTROU ne gav ket plijadur enno. Bremañ e teuio soñj dezhañ eus o direizhder hag e kastizo o fec'hedoù. Distreiñ a raint d'an Ejipt.
e gorf marv ne dremeno ket an nozvezh ouzh ar c'hoad, met sebeliañ a ri anezhañ an deiz-se, rak ur vallozh eus Doue eo kement hini a zo krouget, ha ne saotro ket ar vro en devo an AOTROU da Zoue roet dit evel hêrezh.
N'eo ket en abeg da'z reizhder ha da eeunder da galon emaout o vont da berc'hennañ ar vro, met en abeg da zrougiezh ar pobloù-se eo e kas anezho kuit an AOTROU dirazout, hag evit kadarnaat ar gomz en deus touet an AOTROU da'z tadoù, da Abraham, da Izaak ha da Jakob.