Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 18:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

24 N’en em saotrit ket gant tra ebet, rak dre an holl draoù-se eo en em saotret ar pobloù a gasan kuit dirazoc’h.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 18:24
22 Referencias Cruzadas  

D'ar bedervet lignez, e tistroint amañ, rak direizhder an Amoreaned n'eo ket c'hoazh leuniet.


me a lamo Israel a-ziwar an douar am eus roet dezhañ, me a daolo pell diouzhin an ti-mañ am eus santelaet da'm anv, hag Israel a vo ur vojenn hag ur goapaerezh e-touez an holl bobloù.


Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, hervez euzhusterioù ar broadoù en doa kaset kuit an AOTROU dirak mibien Israel.


Pa voe echuet an traoù-se, ar pennoù a dostaas ouzhin en ur lavarout: Pobl Israel, an aberzhourien hag al Levited n'int ket dispartiet diouzh pobloù ar broioù-mañ er pezh a sell ouzh o euzhusterioù, diouzh ar Gananeiz, an Hitited, ar Ferezianed, ar Jebuziz, an Ammoniz, ar Voabiz, an Ejipsianed hag an Amoreaned.


Hag en em saotrjont dre o oberoù, hag en em rojont d'ar gasterezh dre o doare.


Kaset em eus deoc'h va holl servijerien, ar brofeded, am eus kaset adalek ar beure, evit lavarout deoc'h: Na rit ket an dra euzhus-se a gasaan!


Mab an den, re di Israel, pa oant o chom en o bro, o deus e saotret dre o hent hag o oberoù. O hent a zo deuet da vezañ dirazon evel dic'hlanded ur wreg e mare saotradur he mizioù.


Ne reot ket ar pezh a vez graet e bro Ejipt ma hoc’h eus chomet enni, hag ne reot ket ar pezh a vez graet e bro Ganaan ma kasan ac’hanoc’h enni, ne gerzhot ket hervez o reolennoù.


Mirout a reot ar pezh a c’hourc’hemennan ha ne virot hini ebet eus ar boazioù euzhus-se a zo bet graet araozoc’h; n’en em saotrit ket ganto. Me eo an AOTROU ho Toue.


Ne saotrot ket ar vro emaoc'h o vont da chom enni hag e vin o chom e-barzh. Me eo an AOTROU a zo o chom e-touez mibien Israel.


Mar distruj unan bennak templ Doue, Doue en distrujo, rak templ Doue a zo santel ha c’hwi eo kement-se.


Ne ri ket evel-se e-keñver an AOTROU da Zoue, rak graet o deus d'o doueoù kement a zo un euzhusted d'an AOTROU, ar pezh a gasa, ha zoken o deus devet en tan o mibien hag o merc'hed d'o doueoù.


rak piv bennak a ra an traoù-se a zo un euzhusted d'an AOTROU, hag abalamour d'an traoù euzhus-se o c'haso kuit an AOTROU da Zoue a-zirazout.


P'en devo o c'haset kuit an AOTROU da Zoue dirazout, ne lavari ket ez kalon: En abeg da'm reizhder eo en deus degaset ac'hanon an AOTROU da berc'hennañ ar vro-mañ. Rak en abeg da zrougiezh ar pobloù-se eo e kas anezho kuit an AOTROU dirazout.


N'eo ket en abeg da'z reizhder ha da eeunder da galon emaout o vont da berc'hennañ ar vro, met en abeg da zrougiezh ar pobloù-se eo e kas anezho kuit an AOTROU dirazout, hag evit kadarnaat ar gomz en deus touet an AOTROU da'z tadoù, da Abraham, da Izaak ha da Jakob.


Kemer a raimp dek den war gant a-douez holl veuriadoù Israel, kant war vil ha mil war zek mil, a yelo da gerc'hat pourvezioù evit ar bobl, ha pa vint erruet, e vo graet da C'hibea Benjamin hervez ar fallagriezh he deus graet en Israel.


Tud Gibea a zo en em savet a-enep din, kelc'hiet o deus en noz an ti ma oan ennañ, o fellout va lazhañ, gwallet o deus va serc'h, hag eo marvet.


Tapet em eus va serc'h, he lakaet a-dammoù, ha kaset em eus anezho dre holl zouaroù hêrezh Israel, rak graet o deus un torfed hag ur fallagriezh en Israel.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos