Bez' e voe zoken paotred oc'h en em reiñ d'ar gasterezh er vro. Heñvelaat a rejont ouzh euzhusterioù ar broadoù en doa an AOTROU kaset kuit dirak mibien Israel.
Piv bennak eus ti Israel pe eus an diavaezidi o chom en o zouez, a zebro ur gwad bennak, me a lakaio va dremm a-enep an hini en devo debret gwad, hag e lamin anezhañ a-douez e bobl,
Mirout a reot ar pezh a c’hourc’hemennan ha ne virot hini ebet eus ar boazioù euzhus-se a zo bet graet araozoc’h; n’en em saotrit ket ganto. Me eo an AOTROU ho Toue.
mir e reolennoù hag e c'hourc'hemennoù a gemennan dit hiziv, evit ma vi eürus, te ha da vibien war da lerc'h, evit ma vo hiraet da zeizioù war an douar a ro dit an AOTROU da Zoue.