Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 18:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

27 Rak en holl draoù euzhus-se a zo bet graet gant tud ar vro hag a zo bet araozoc’h, hag an douar a zo bet saotret.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 18:27
14 Referencias Cruzadas  

Bez' e voe zoken paotred oc'h en em reiñ d'ar gasterezh er vro. Heñvelaat a rejont ouzh euzhusterioù ar broadoù en doa an AOTROU kaset kuit dirak mibien Israel.


Met kerzhout a reas war hent rouaned Israel, ha zoken e lakaas e vab da dremen dre an tan, hervez euzhusterioù ar broadoù en doa kaset kuit an AOTROU dirak mibien Israel.


Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, hervez euzhusterioù ar broadoù en doa kaset kuit an AOTROU dirak mibien Israel.


Holl bennoù an aberzhourien hag ar bobl a greskas muioc'h-muiañ o fallentez, hervez holl euzhusterioù ar broadoù, hag e saotrjont an ti en doa santelaet an AOTROU e Jeruzalem.


Deuet int da vezañ lorc'hus, ha graet o deus euzhuster dirazon. Evel-se em eus o distrujet pa em eus gwelet kement-se.


unan en deus graet euzhuster gant gwreg e nesañ, unan all en deus en em saotret gant e verc'h-kaer dre wadserc'h, unan all en deus gwallet e c'hoar, merc'h e dad, en da greiz,


Kavet em eus Israel evel rezin er gouelec'h, gwelet em eus ho tadoù evel ar frouezh kentañ eus ur fiezenn en e zeroù, met aet int da gavout Baal-Peor, en em ouestlet int d'un dra euzhus, deuet int da vezañ euzhus evel ar pezh o deus karet.


N’en em saotrit ket gant tra ebet, rak dre an holl draoù-se eo en em saotret ar pobloù a gasan kuit dirazoc’h.


Mirout a reot va reolennoù ha va barnedigezhioù ha ne reot hini ebet eus an euzhusterioù-se, nag an henvroad nag an diavaeziad a chom en ho touez.


Ra ne zislonko ket ac’hanoc’h an douar en ur saotrañ anezhañ, evel m’en deus dislonket ar bobl a oa araozoc’h.


evit na zeskint ket deoc'h ober an holl euzhusted a reont e-keñver o doueoù, ha na bec'hot ket a-enep an AOTROU ho Toue.


Ne zegasi ket e ti an AOTROU da Zoue gopr ur c'hast na priz ur c'hi evit gouestl ebet, rak o-daou a zo un euzhusted dirak an AOTROU da Zoue.


Rak piv bennak a ra an traoù-se, piv bennak a ra direizhderioù, a zo un euzhusted d'an AOTROU da Zoue.


Milliget ra vo an den a ra ur skeudenn gizellet pe teuzet, a zo un euzhusted d'an AOTROU, labour daouarn ur micherour a laka anezhi en ul lec'h kuzh! Hag an holl bobl a responto o lavarout: Amen!


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos