Jeremiaz 6:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ouzh piv e komzin ha da biv e lavarin, ma vin selaouet? Setu, o skouarn a zo diamdroc'h, ha ne c'hellont ket klevout. Setu, komz an AOTROU a zo evito un dra disprizus, ne gavont plijadur ebet enni. |
Moizez a gomzas dirak an AOTROU hag a lavaras: Setu, mibien Israel n'o deus ket va selaouet; penaos e selaoufe Faraon ac'hanon, me hag a zo diamdroc'h a vuzelloù?
Gwelout a rit kalz a draoù met ne daolit ket evezh, ho tivskouarn a zo digor met ne glevit netra.
Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Kae ha lavar da dud Juda ha da dud Jeruzalem: Ha ne zegemerot ket ar gentel, evit sentiñ ouzh va c'homzoù? eme an AOTROU.
Bezit amdroc'het evit an AOTROU ha lamit pod-mezenn ho kalonoù, tud Juda hag annezidi Jeruzalem, gant aon na zeufe va fulor er-maez evel un tan, ha na entanfe hep na vefe den da vougañ anezhañ, en abeg da fallentez hoc'h oberoù.
Selaou eta kement-mañ, pobl sot ha diboell: Daoulagad hoc'h eus ha ne welit ket, divskouarn hoc'h eus ha ne glevit ket.
Ha bremañ, peogwir e rit an oberoù-se, eme an AOTROU, hag em eus komzet deoc'h, komzet adalek ar beure ha n'hoc'h eus ket selaouet, peogwir em eus ho kalvet ha n'hoc'h eus ket respontet din,
Met n'o deus ket selaouet, n'o deus ket roet o skouarn, reudet o deus o gouzoug, graet o deus gwashoc'h eget o zadoù.
An Ejipt, Juda, Edom, mibien Ammon, Moab, an holl re a douz kognoù o barv hag a zo o chom er gouelec'h, rak an holl vroadoù a zo diamdroc'h, hag holl di Israel a zo diamdroc'h a galon.
Met ti Israel ne fello ket dezhañ da selaou, rak ne fell ket dezhañ va selaou; rak holl di Israel a zo faeüs a zremm ha kaledet a galon.
Met pa alii an den fall da zistreiñ diwar e hent, hep ma tistrofe hemañ diwar e hent, e varvo en e zireizhder, ha te az po saveteet da vuhez.
Neuze Amazia aberzhour Betel a gasas da lavarout da Jeroboam roue Israel: Amoz en em sav en da enep e-kreiz ti Israel; ar vro ne c'hell ket gouzañv e holl gomzoù.
Met, o welout kalz a farizianed hag a sadukeiz o tont d’e vadeziant, e lavaras dezho: Lignez a naered-gwiber, piv en deus desket deoc’h tec’hout diouzh ar gounnar da zont?
Unan eus doktored al lezenn a gemeras ar gomz hag a lavaras dezhañ: Mestr, en ur lavarout an traoù-se, e tismegañsez ac’hanomp-ni ivez.
Ar veleien vras hag ar skribed a glaskas lakaat o daouarn warnañ war an eur-se, met aon o doe rak ar bobl, rak ec’h anavezent penaos en doa lavaret ar barabolenn-se a-enep dezho.
Ar bed ne c’hell ket ho kasaat, met kasaat a ra ac’hanon, abalamour ma roan testeni anezhañ penaos eo fall e oberoù.
Hiniennoù eus ar farizianed a oa gantañ, o klevout kement-se, a lavaras dezhañ: Ha ni, ha dall omp ivez?
Tud a c’houzoug reut, diamdroc’h a galon hag a zivskouarn, stourm a rit bepred ouzh ar Spered-Santel. C’hwi a zo heñvel ouzh ho tadoù.
O vezañ daoulinet, e krias gant ur vouezh kreñv: Aotrou, na laka ket ar pec’hed-mañ warno! O vezañ lavaret kement-se, e chomas kousket.
Met an AOTROU n'en deus ket roet deoc'h ur galon evit kompren, na daoulagad evit gwelout, na divskouarn evit klevout, betek hiziv.
Eñ eo an hini a brezegomp, oc’h aliañ pep den hag o kelenn pep den e pep furnez, evit lakaat pep den da vezañ peurvat e Krist Jezuz.
Rak dont a raio un amzer ma ne c’houzañvo ket an dud ar gelennadurezh yac’h, met, o c’hoantaat klevout traoù plijus, e tastumint doktored hervez o menozioù,
Dre ar feiz Noe, aliet a-berzh Doue eus an traoù na weled ket c’hoazh, a voe leuniet a zoujañs, hag a reas un arc’h evit silvidigezh e diegezh. Drezi e kondaonas ar bed hag e teuas da vezañ heritour eus ar reizhder a zo hervez ar feiz.