Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 35:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Kae ha lavar da dud Juda ha da dud Jeruzalem: Ha ne zegemerot ket ar gentel, evit sentiñ ouzh va c'homzoù? eme an AOTROU.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 35:13
12 Referencias Cruzadas  

Selaou ar c'huzul ha degemer ar gelennadurezh, evit ma vi fur betek da zivezh.


Degemerit va c'helennadurezh kentoc'h eget arc'hant, an anaoudegezh kentoc'h eget aour a-zibab,


Piv ac'hanoc'h a roio e skouarn da gement-mañ, da selaou ha da glevout evit an amzer da zont?


hag ar profed Jeremiaz a zisplegas anezhi dirak holl bobl Juda hag holl dud Jeruzalem er gerioù-se:


Troet o deus ouzhin o c'hein ha nann o dremm, koulskoude em eus o c'helennet, o sevel abred em eus o c'helennet, met n'int ket bet sentus evit degemer an deskadurezh.


Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz er gerioù-se:


AOTROU! Ha n'eo ket ouzh ar wirionez e sell da zaoulagad? Skoet ec'h eus warno, ha n'o deus poan ebet. Kuzumiñ a rez anezho, ha ne fell ket dezho degemer ar gentel. Kaledet o deus o dremm muioc'h eget ur roc'h, ha nac'het o deus distreiñ.


Piv eo an den fur a glevo kement-se? Piv en deus komzet genoù an AOTROU outañ? Piv a zisklêrio abeg distruj ar vro hag abeg an tan-gwall a zev anezhi evel ur gouelec'h, hep den da dremen drezañ?


Lakait evezh na zisprizfec’h an hini a gomz ouzhoc’h, rak ma ne dec’has ket ar re a zisprizas an hini a alie anezho war an douar, pegen diaesoc’h c’hoazh e vo deomp tec’hout mar troomp kein d’an hini a gomz deomp eus an neñvoù,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos