Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Jeremiaz 35:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Miret eo bet komzoù Jonadab mab Rekab: gourc'hemennet en deus d'e vibien na evjent ket a win, ha n'o deus ket evet betek hiziv, rak sentet o deus ouzh gourc'hemenn o zad. Met me am eus komzet deoc'h, komzet adalek ar beure ha n'hoc'h eus ket va selaouet.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 35:14
15 Referencias Cruzadas  

Met e voent disentus hag en em savjont a-enep dit, hag e taoljont da lezenn a-dreñv o c'hein. Lazhañ a rejont da brofeded a zouge anezho da zistreiñ ouzhit, hag e rejont dismegañsoù bras dit.


O gortozet ec'h eus pell, e-pad bloavezhioù niverus, hag ec'h eus o douget da cheñch dre da Spered ha dre da brofeded, met n'o deus ket o selaouet, hag ec'h eus o lakaet etre daouarn pobloù ar broadoù.


Rak ur bobl disent ez int, mibien c'haouiat, mibien na fell ket dezho selaou lezenn an AOTROU,


Perak ne'm eus kavet den pa'z on deuet? Perak n'en deus respontet den pa em eus galvet? Va dorn, ha re verr eo evit dieubiñ? Ha n'eus ket a nerzh ennon evit saveteiñ? Setu e lakaan ar mor da zisec'hañ pa c'hourdrouzan anezhañ, hag e troan ar stêrioù e gouelec'h, o fesked o vreinañ dre ziouer a zour, marvet gant ar sec'hed.


Rak kemennet em eus start ho tadoù adalek an deiz ma em eus graet dezho pignat kuit eus bro Ejipt betek hiziv, o kemenn adalek ar beure hag o lavarout: Selaouit ouzh va mouezh!


evit selaou ouzh komzoù va servijerien, ar brofeded, a gasan deoc'h, am eus kaset deoc'h adalek ar beure, ha n'hoc'h eus ket selaouet,


dre ma n'o deus ket selaouet va c'homzoù, eme an AOTROU, pa gasen dezho va servijerien, ar brofeded, am eus kaset adalek ar beure, ha n'hoc'h eus ket selaouet, eme an AOTROU.


Troet o deus ouzhin o c'hein ha nann o dremm, koulskoude em eus o c'helennet, o sevel abred em eus o c'helennet, met n'int ket bet sentus evit degemer an deskadurezh.


Ya, mibien Jonadab mab Rekab o deus miret ar gourc'hemenn en doa o zad roet dezho, en doa urzhiet deoc'h, met ar bobl-mañ n'he deus ket va selaouet!


Hag e lavarjont: Ne evimp ket a win, rak Jonadab mab Rekab, hon tad, en deus roet deomp un urzh o lavarout: Ne evot ket a win, na c'hwi nag ho mibien, biken,


Ha bremañ, peogwir e rit an oberoù-se, eme an AOTROU, hag em eus komzet deoc'h, komzet adalek ar beure ha n'hoc'h eus ket selaouet, peogwir em eus ho kalvet ha n'hoc'h eus ket respontet din,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos