Amoz 7:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
10 Neuze Amazia aberzhour Betel a gasas da lavarout da Jeroboam roue Israel: Amoz en em sav en da enep e-kreiz ti Israel; ar vro ne c'hell ket gouzañv e holl gomzoù.
Koulskoude Jeroboam ne zistroas ket diouzh e hent fall, met a-nevez e lakaas da aberzhourien evit an uhellec'hioù tud a-douez an holl bobl. Lakaat a rae da aberzhour eus an uhellec'hioù an hini a felle dezhañ.
Hag e lavaront: Deuit, ijinomp a-enep Jeremiaz un irienn, rak al lezenn ne vo ket kollet e ti an aberzhour, nag ar c'huzul e ti ar fur, nag ar gomz e ti ar profed. Deuit, skoomp warnañ gant an teod, ha na reomp van ebet ouzh e holl lavaroù.
Ar pennoù a lavaras d'ar roue: Ra vo lakaet an den-se d'ar marv, digalonekaat a ra an dud a vrezel a van er gêr hag an holl bobl, en ur gomz dezho evel-se. Rak an den-se ne glask ket ar mad met gwalleur ar bobl-mañ.
Komzoù Amoz, a oa a-douez mêsaerien Tekoa; resevet en deus anezho diwar-benn Israel, en deizioù Ozia roue Juda ha Jeroboam mab Joaz roue Israel, daou vloaz a-raok ar c'hren-douar.
Jezuz a yeas en templ hag, e-pad ma kelenne, ar veleien vras hag henaourien ar bobl a zeuas da lavarout dezhañ: Dre beseurt galloud e rez an traoù-se, ha piv en deus roet dit ar galloud-se?
Hag en em lakajont d’e damall, o lavarout: Ni hon eus kavet an den-mañ o tromplañ ar vroad, o tifenn paeañ ar gwir da Gezar hag oc’h en em lavarout e-unan Krist, ar roue.
o lavarout: Ha n’hon eus ket difennet start ouzhoc’h kelenn en anv-se? Ha setu, leuniet hoc’h eus Jeruzalem gant ho kelennadurezh hag e fell deoc’h lakaat gwad an den-se da gouezhañ warnomp!