Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Amoz 7:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Lec'hioù uhel Izaak a vo gwasted, santualioù Israel a vo distrujet, hag e savin a-enep ti Jeroboam gant ar c'hleze.

Ver Capítulo Copiar




Amoz 7:9
16 Referencias Cruzadas  

Israel en em lakaas en hent gant kement en doa. Dont a reas da Veer-Sheba hag e kinnigas aberzhoù da Zoue e dad Izaak.


Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, ha ne zistroas ket diouzh holl bec'hedoù Jeroboam mab Nebad, en doa lakaet Israel da bec'hiñ drezo.


Evit un nebeud amzer he deus pobl da santelezh perc'hennet, hag hon enebourien o deus mac'het da santual.


Mezhek e oamp, a lavarot, o klevout an dismegañsoù hon eus klevet. Ar vezh he deus goloet hon dremmoù, pa'z eo deuet diavaezidi a-enep santualioù ti an AOTROU.


Lavar: Menezioù Israel, selaouit komz an Aotrou AOTROU. Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU d'ar menezioù ha d'ar c'hrec'hiennoù, d'ar stêrioù ha d'an traoniennoù: Setu me amañ, hag e lakain ar c'hleze da zont warnout, hag e tistrujin hoc'h uhellec'hioù.


Uhellec'hioù Aven, pec'hed Israel, a vo distrujet. Ar spern hag an askol a gresko war o aoterioù, hag e lavarint d'ar menezioù: Goloit ni! ha d'ar c'hrec'hiennoù: Kouezhit warnomp!


en deiz ma kastizin Israel evit e zisentidigezh. Me a gastizo aoterioù Betel, bruzunet e vo kernioù an aoter hag e kouezhint d'an douar.


Na glaskit ket Betel, n'it ket da C'hilgal, na dremenit ket e Beer-Sheba, rak Gilgal a vo harluet ha Betel a vo kaset da netra.


Rak setu ar pezh a lavar Amoz: Jeroboam a varvo dre ar c'hleze, hag Israel a vo kaset en harlu er-maez eus e vro.


Met na gendalc'h ken da brofediñ e Betel, rak santual ar roue eo, ha ti ar roue eo.


Ar re a dou dre bec'hed Samaria hag a lavar: Ra vevo da zoue Dan! Ra vevo hent Beer-Sheba! a gouezho ha n'adsavint ken.


Gwelout a ris an Aotrou en e sav war an aoter, hag e lavaras: Sko war c'hourin an nor, ha ra greno an treuzoù, bruzun anezho war benn an holl. Me a lazho dre ar c'hleze ar re a vano. Den ebet eus ar re a dec'h ne c'hello tec'hout, den ebet eus ar re a ziflip ne c'hello diflipañ.


Kement-se holl en abeg da bec'hed Jakob, en abeg da bec'hedoù ti Israel. Pehini eo pec'hed Jakob? Ha n'eo ket Samaria? Pere eo uhellec'hioù Juda? Ha n'int ket Jeruzalem?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos