Jeremiaz 49:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Setu e pigno evel an erer, nijal a raio, astenn a raio e eskell war Vozra. Kalon brezelerien Edom a vo, en deiz-se, evel kalon ur vaouez er poanioù. |
hent an erer en aer, hent an naer war ur roc'h, hent al lestr e-kreiz ar mor, hent ar gwaz gant ar plac'h.
Nijal a raint war skoaz ar Filistined war-zu ar c'huzh-heol, a-gevret e preizhataint mibien ar sav-heol, astenn a raint o dorn war Edom ha Moab, mibien Ammon a vo dindano.
Bez' e vint spouronet, karget a c'hlac'har hag a anken; gouzañv a raint gwentloù evel ur vaouez o wilioudiñ, sellout a raint an eil ouzh egile gant souezh, o dremm a vo entanet.
Setu perak va divgroazell a zo karget a c'hlac'har; gouzañv a ran gwentloù evel ur vaouez o wilioudiñ, ar poanioù am harz da glevout, ar spouron am harz da welout,
Evel ur wreg vrazez prest da wilioudiñ a c'houzañv gwentloù hag a gri en he foanioù, evel-se omp bet, pell diouzh da zremm, o AOTROU!
Petra a lavari pa gastizo ac'hanout? Te da-unan ac'h eus desket dezho bezañ mistri warnout. Ar poanioù, ha ne grogint ket ennout evel ur vaouez o wilioudiñ?
Te hag a zo o chom el Liban, hag a ra da neizh er sedrez, pegement e klemmi pa zeuio warnout ar glac'har hag an enkrez, evel poan ur vaouez o wilioudiñ!
Goulennit ha gwelit hag-eñ e c'hell ur gwaz genel. Perak e welan pep den gant e zaouarn war e zivgroazell, evel ur vaouez er poanioù? Perak eo deuet an holl zremmoù da vezañ drouklivet?
Setu e pign evel koumoul, e girri a zo evel ur gorventenn, e gezeg a zo skañvoc'h eget an erered. Gwalleur deomp! An distruj a zo warnomp!
Klevet em eus evel kriadenn ur vaouez er poanioù, evel enkrez ur vaouez en he c'hentañ gwilioud, kriadenn merc'h Sion o huanadiñ, oc'h astenn he daouarn: A! Gwalleur din! Rak va ene a bleg dindan ar vuntrerien.
Damask a zo dinerzhet, treiñ a ra evit tec'hout, ar spont a gouezh warni, an enkrez hag ar glac'har a grog enni, evel ur vaouez o wilioudiñ.
Ar c'hleze a zo war he zouellerien: ra zeuint da vezañ diskiant! Ar c'hleze a zo war he re galonek: ra vint kollet!
Roue Babilon en deus klevet an trouz a gement-se, e zaouarn a zeu da vezañ laosk, an enkrez a grog ennañ, poanioù evel ur vaouez o wilioudiñ.
Klevet hon eus an trouz a gement-se, hon daouarn a zeu da vezañ laosk, an enkrez a grog ennomp, poanioù evel ur vaouez o wilioudiñ.
An hini kentañ a oa evel ul leon hag en doa divaskell un erer. Sellout a ris betek ma voe tennet e zivaskell digantañ, ha ma voe savet al loen diwar an douar ha lakaet war e dreid evel un den, hag ur galon den a voe roet dezhañ.
Kemer ar shofar! Dont a ra evel un erer war di an AOTROU, rak o deus torret va emglev hag o deus pec'het a-enep va lezenn.
Da vrezelourien a vo spontet, o Teman! Lamet e vint holl eus menez Ezaü gant al lazhadeg.
An AOTROU a lakaio da sevel a-enep dit eus pell, eus pennoù an douar, ur bobl a nijo avel an erer, ur bobl na gompreni ket he yezh,
Rak pa lavarint: Peoc’h ha surentez! neuze un distruj buan a zeuio warno, evel ma c’hoarvez ar gwentloù gant ur wreg a zo brazez, ha ne dec’hint ket.